Gwambiaeg (namtrik pe namui wam e gwambiaeg, guambiano e spagnoleg), a reer eus ur yezh amerindian komzet en Andoù gant Gwambiaiz e trowardroioù Silvia, e departamant Cauca e mervent Kolombia. Un tammig ouzhpenn 10 000 a dud a gomze ar yezh-se e dibenn an XXvet kantved). Bev-birvidik eo ha treuzkaset e vez c'hoazh a rumm da rumm, ha pa vefe bet dilezet gant ul lodenn eus ar bobl. Krog eur d'he c'helenn e skolioù zo. Ul lodenn eus bonreizh Kolombia zo bet troet e gwambiaeg. Emskiantek-kenañ eo Gwambiaiz, anezho ur bobl labourerien-douar, emañ o yezh en arvar ha stourm a reont evit he c'has war-raok. Skoueriekaet eo bet doare-skrivañ ar gwambiaeg (ha pa vefe tabut c'hoazh) ha meur a destenn zo bet embannet er yezh-mañ.

Gwambiaeg
(Wam)

En arvar
Perzhioù
Komzet e : Kolombia
Rannved : Amerika
Komzet gant : 12,000 - 15,000 (2000)
Renkadur : Goude 100
Familh-yezh : Yezhoù barbakoek
  • Gwambiaeg
Statud ofisiel
Yezh ofisiel e : -
Akademiezh : -
Kodoù ar yezh
ISO 639-1 -
ISO 639-2 got
ISO 639-3
Kod SIL GUM
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh.

En-dro da Wambiaiz e vev ur bobl indian all an Nasaed (pe Paesed) a gomz nasaeg (pe Nasa yuwe). Kalz niverusoc'h eo ar re-mañ (e-tro 100.000 a dud). Totoroeg a gomzer ivez e kumun amezek Totoró. Daoust ma oa bet soñjet e penn kentañ e oa ur yezh distag eus an totoroeg, ur rannyezh wambiaek eo.

 
Silvia

Boas eur da renkañ ar gwambiaeg e-touez ar yezhoù barbakoek (skourr ar yezhoù kokonoukoek) met e gwirionez n'eo ket asur tamm ebet ar rummata-se n'eo ket diazezet war ur studi wirion eus ar yezhoù a renker evel-se.

C'hoarvezet ez eus bet gant yezhoniourien zo renkañ ar gwambiaeg e-touez ar yezhoù nasaek. Evit doare n'eo ket soliet ar gerentiezh goulakaet-mañ ha soñjet e vez muioc'h-mui hiziv ez eo an nasaeg ur yezh digenvez.

Displann-kenañ e hañval bezañ istor ar gwambiaeg zo ur yezh n'eo ket meneget nemeur er mammennoù istorel skrivet deuet betek ennomp. Ken eo bamus soñjal eo chomet bev ar yezh-mañ zoken pa'z eus bet marvet kemend-all tro-war-dro. Istorourien kolombian lec'hel zo o deus embannet e vije deuet ar gwambiaeg eus Perou, degaset ma vije bet Gwambiaiz e-touez an arme Indianed savet gant an alouberien spagnol evit argadiñ Kolombia. N'eo ket bet prouet ar soñj-se. Er c'hontrol, embann a ra Gwambiaiz bezañ o vevañ war o zachenn a-holl viskoazh. Evit doare e felle da istorourien kolombian zo prouiñ ne oa ket Gwambiaiz eus ar vro ha, dre se, n'o doa ket muioc'h a wirioù war an douar eget diskennidi ar Spagnoled. Diskouez splann a ra koulskoude lec'hanvadurezh ar vro ma komzer gwambiaeg hiziv e vez komzet ar yezh el lec'h m'emañ abaoe pell-tre. Da skouer, Ur gumun er mervent da Silvia zo anvet Novirao, stumm spagnolekaet Nupirau, an anv a ro Gwambiaiz d'o bro. Kement-se lavaret, ha daoust ma n'eo ket asur tamm ebet c'hoazh rummatadur yezhoù Kolombia, e c'hallfe bezañ darempredoù kerentiezh etre ar gwambiaeg ha yezhoù all (evel an awa, anvet ivez kwaikareg) komzet muioc'h er su e departamant Nariño war an harzoù gant Ecuador.

E gwambiaeg e ra Nupirau (an douar bras) Gwambiaiz eus o bro.

Deskrivadur ar yezh

kemmañ

Pemp soniad vogalennek ha 17 fonem kensonennek zo e gwambiaeg. En o zouez es eus kensonennoù kildro.

Vogalennoù

kemmañ
A-raok Kreiz A-dreñv
Serr i u
Damserr e ø
Digor a

Kensonennoù

kemmañ
Diweuz Logigoù Kildro Staon Gouel
oklusivennoù divouezh p t k
fic'h ʦ ʈʂ [✍: tš] ʨ [✍: ç]
friet m n ɲ [✍: ñ]
ruz s ʂ [✍: š] ç [✍: ŝ]
kostez l ʎ [✍: ly]
fraoñv r
dre dostaat j [✍: y] w

Distaget e vez ar strollad kensonennoù divouezh 'p', 't', 'ts', 'tš', 'ç', 'k', evel mouezhiet 'b', 'd', 'dz', 'dζ' [ɖʐ], 'J' [ɟ], 'g' [ɡ], war-lerc'h ar c'hensonennoù friet pe kev; ouzhpenn-se e tistager ar strollad 'p', 'tš', 'k', evel kensonennoù ruz mouezhiet 'β', 'ζ' [ʐ], 'γ' [ɣ], etre vogalennoù hag e dibenn ar gerioù; pe evel kensonennoù ruz 'f', 'š', 'x', e dibenn ar gerioù. Staonekaet e vez ar gensonenn 'k' dirak 'i' (ky / ç). Seniñ a ra an 'n' evel un 'm' dirak 'p' pe 'b'.

Geriaoueg

kemmañ
  • Setu un daolenn a laka war wel un nebeud gerioù gwambiaek a-geñver gant yezhoù all eus mervent Kolombia. Merzout a c'haller pegen tost eo ar gwambiaeg eus an totoroeg.
Roll gerioù
Brezhoneg Gwambiaeg Totoroeg Awa Nasa Yuwe
Dorn tasik kambil ? kuse
Dour pi pi ? yu'
Fri kim kim kimpu ?
Maen sruk shuk uk ?
Maiz pura pura ? ?
Maouez isruk ishu ? ?
Pet maya man ? mants
Penn tur (pushuk = blev) pushu ? tsûcj
Skouarn kalu kalo kaill ?
Teod nilø nile ? ?
Ti ya ya yal yat
Troad kazik kasich ? ?

Lizherenneg

kemmañ

Daou zoare-skrivañ zo dreist-holl (gant adstummoù).

  1. Hini an I.L.V. (spagnolekaet), diazezet er bloavezhioù 70 gant Judith ha Thomas Brancks.
  2. Hini Cabildo Guambia.

Da varn diouzh an dielloù embannet e gwambiaeg e c'heller digejañ daou brantad e doare-skrivañ an I.L.V.

  • Dielloù etre ar bloavezhioù 1978 ha 1987.
  1. c evit k atav.
  2. b, d, g evit p, t, k atav e-kreiz pe e dibenn ur ger.
  1. k e lec'h c atav.
  2. p, t, k e-lec'h b, d, g e-kreiz hag e dibenn ar gerioù.

An emdroadur en doare-skrivañ an I.L.V. e dostañ kalz eus hini ar C'habildo; diskouez a ra ez eo gant doare-skrivañ ar C'habildo emañ al lañs bremañ.

  • Setu roll al lizherennoù a reer ganto evit skrivañ ar gwambiaeg :
A - CH - E - F - I - K - L - M - N - Ø - P - R - S - (SH) - T - U - W - Y
  • Ouzhpenn-se, e gerioù amprestet digant ar spagnoleg e c'haller kaout al lizherennoù da heul :
B - D - G - J - O - V

Kudennoù reizhskrivañ

kemmañ

Daoust d'an araokadennoù bras bet graet e dibenn an XXvet kantved, n'eo ket peurziazezet doare-skrivañ ar gwambiaeg c'hoazh. Setu perak e kaver, hervez an aozerien, diskoulmoù disheñvel da grafoù kudennek zo.

  • E dibenn ar gerioù e c'haller kaout I pe Y goude ur vogalenn evit merkañ an hantervogalenn [j]

Da skouer :

  1. Mai pe May (hent)
  2. Møi pe Møy (bremañ)
  3. Ñui pe Ñuy (e)
  • Douetañs a sav evit skrivañ gerioù a c'hoarvez distresadurioù fonologel enno (hevelebekadurioù), hervez reolennoù distagañ reizh ar yezh.

Da skouer :

  1. diwar ar ger sruk (maen) hag an elfenn vihanaat -tsik (-ig e brezhoneg) e stummer sruktsik (maenig), distaget [sruːtsik]. Ha ret eo skrivañ sruktsik pe sruutsik evel ma ra skriverien zo ?
  2. N'eo ket sklaer evit an holl penaos aroueziañ an "oklusivenn c'harloc'henn", merk ar goulenn alies, ha daoust ha ret eo he aroueziañ zoken. Skriverien zo a implij an h evitañ, an ILV peurgetket.

Gwelet ivez

kemmañ

Daveennoù

kemmañ
  • Pachón, Ximena "Guambía" 1987: Introducción a la Colombia Amerindia: 235-248. Instituto Colombiano de Antropología; Bogotá. ISBN 958-612-051-1
  • Vásquez de Ruiz, Beatriz 1988: La predicación en Guambiano; CCELA, Universidad de Los Andes, Bogotá. ISSN 0120-9507