Esther Lachmann, pe Esther Pauline Thèrése Blanche Lachmann, anavezet ivez evel Blanche de Païva, pe markizez Païva, lesanvet La Païva, ganet e 1819 e Moskou, ha marvet en 1884 en kastell Neudeck, en Silezia, a oa ur gourtizanez c'hall eus ar re vrudetañ en XIXvet kantved. Brudet e oa e zastumad diamantoù.

La Paiva, en 1860, poltredet gant Marie-Alexandre Alophe.
Une soirée chez La Païva, gant Adolphe Joseph Thomas Monticelli.

He zud a oa yuzevien baour eus Pologn. He zad, Martin Lachmann, a oa ur gwiader hag a zimezas war-dro 1815 da Anne Amalie Klein.

E miz Eost 1836 e timezas Esther da Antoine François Hyacinthe Villoing, ur c'hemener gall, ganet war-dro 1810. Ur mab o doe, Antoine, ganet en 1837. Bloaz goude, skuizh gant he buhez trist, e skampas kuit gant ur gwaz dianav, hag e treuzas Europa da vont da Bariz.

Etre Pariz ha Londrez kemmañ

Mont a reas da chom dirak iliz Notre-Dame-de-Lorette, ha gastaouiñ. Kemer a reas an anv Thérèse. War-dro 1840, e tegouezhas gant ar pianoour pinvidik Henri Herz, a oa sot-pitilh ganti. Drezañ e reas anaoudegezh gant arzourien e-leizh : ar sonaozourien Franz Liszt ha Richard Wagner, ar skrivagnerien Théophile Gautier hag Émile de Girardin.

Dimeziñ a reas e Londrez, enep al lezenn peogwir e oa dimezet dija. Ha war-dro 1847 he doe ur verc'h, anvet Henriette, fiziet e tud Herz. Mervel a reas ar bugel e 1859.

Ur maner he devoa, 25 avenue des Champs-Elysées, en Paris, echuet sevel e 1866. Enoe e talc'he ur saloñs lennegezh

Lennegezh kemmañ

Ganti e voe awenet Alexandre Dumas (mab) pa skrivas ar pezh La Femme de Claude'[1], e 1873.

Notennoù kemmañ

Liammoù diavaez kemmañ