Lambert Cadoc
Lambert Cadoc (?-1231) a oa ur gwareger kembreat, e penn ur gompagnunezh veur e servij ar roue gall Philippe Auguste (1165-1223). Anvet e voe da aotrou Gaillon.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Anv-bihan | Lambert |
Titl noblañs | seigneur |
Deiziad ganedigezh | 1170 |
Deiziad ar marv | 1231 |
Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg |
Micher | Goprsoudard, Q2398360, archer |
Sport | Gwaregata |
Bro orin | Kembre |
E-pad ugent vloaz e kemeras perzh en darn vrasañ eus brezelioù roue Bro-C'hall. Tapet en doa brud e-pad aloubadeg Normandi, dre vezañ unan eus an dud pennañ e-pad sez Château Gaillard e 1204.
Ar roue en enoras gant dalc'hoù (hini Gaillon da skouer) hag el lakaas da veli Pont-Audemer.
E 1220 e voe lakaet a-gostez gant ar roue a oa bet displijet gantañ. Koll a reas e ditloù hag ar c'hargoù liammet betek bezañ toullbac'het. E 1227 e voe dieubet gant Blanche de Castille.
Anv an den
kemmañMeur a zoare a oa bet adkavet eus anv Lambert Cadoc hervez an testennoù:
- Aotrou Gaillon
- Cadulcus castellanus de Gaillon
- Calculc
- Cadoulc
Orinoù
kemmañOrinoù familh Cadoc a zo dianav. Gouzout a reer e oa un archer a zoare a orin eus Bro-Gembre. Gopret e oa bet gant ar roue saoz Richarzh evit brezeliañ a-enep Roue Bro-C'hall. Cheñch a reas tu e-pad ar brezel.