Lambert Maastricht (Maastricht, ~636Liège, ~700), anvet Lambertus, Landebertus ha Lambrecht ivez, a oa eskob Maastricht ha Tongeren. Da verzher ha sant an Iliz katolik roman ez eo bet lakaet.

Lambert Maastricht
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Anv-bihanLamberto Kemmañ
Deiziad ganedigezh635 Kemmañ
Lec'h ganedigezhMaastricht Kemmañ
Deiziad ar marv21 Gwe 705 Kemmañ
Lec'h ar marvLiège Kemmañ
Lec'h douaridigezhIzelvroioù Kemmañ
TadChrodbert Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetnederlandeg Kemmañ
Micherbeleg katolik, eskob katolik Kemmañ
KargRoman Catholic Bishop of Maastricht Kemmañ
RelijionIliz katolik roman Kemmañ
Urzh relijielurzh Sant Benead Kemmañ
Stad ar c'hanonizasionsant, sant katolik Kemmañ
Gouel17 a viz Gwengolo, 18 a viz Gwengolo, 18 a viz Gwengolo Kemmañ

Un den a lignez uhel e oa. E eontr Theodard a oa eskob Maastricht. Lazhet e voe Theodard war-dro 669, ha lakaet e voe Lambert en e lec'h. Kar e oa Lambert da Hugobert ha Plectrude, pried Pepin Herstal, maer ar palez ha mestr war rouaned Aostrazia.

Goude muntret Childerig II e 675 e voe kaset kuit Lambert eus ar vro, ha lakaet Faramundus en e lec'h. Lambert a dremenas seizh vloaz en harlu, a savas abati Stavelot (674-681). Goude un toullad bloavezhioù e voe adlakaet da eskob.