Lasagne al forno
Al lasagne al forno, pe lasagne er forn (eus an anv italianek lasagna, anv-unan, lasagne el liester), a zo ur meuz toazennoù, anvet lasagne, gant kig ha lipig tomatez ha fourmaj, gwiskad ha gwiskad, an eil war-benn egile, a-orin eus Bologna en Italia.
Gerdarzh
kemmañDont a ra ar ger italianek lasagna eus ar gregach λάσανα / lásana, hag a dalv kement ha « trebez »[1]. Kemeret e voe an anv gant ar Romaned a rae an anv-se eus ur seurt kaoter, al lasanum. Diwar-se e voe graet an anv eus ul lestr ma veze lakaet al lasagne da boazhat. Bremañ eo an anv roet d'ar meuz.
Istor
kemmañE Henroma e veze graet lasana pe lasanum meneget el levr De re coquinaria gant Marcus Gavius Apicius
Doareoù all d'ar meuz
kemmañLasagne a vez graet ivez gant pesked ha legumaj e-lec'h kig. Lasagne glas (lasagne verdi en italianeg) zo toazennoù gant pinochez.
Broioù all
kemmañEn Venezuela eo anvet pasticho, eus an anv italianek pasticcio di lasagne, un anv all roet d'ar meuz en Italia.