Laurens de Graff, pe Laurens Cornelis Boudewijn de Graaf (war-dro 1653, Dordrecht, Republik an Izelvroioù – 24 Mae 1704, Cap-Français, Saint-Domingue[1]) a oa ur morlaer ha goprsoudard izelvroat er XVIIvet kantved er Mor Karib. anavezet e oa ivez evel Laurencillo pe Lorencillo hag El Griffe e spagnoleg, Sieur de Baldran pe de Graff e galleg, ha Gesel van de West ("Skourjez ar C'hornôg") en izelvroeg. E servij trevadenn c'hall Saint-Domingue e oa.

Laurens de Graff
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhRouantelezh an Izelvroioù Kemmañ
Anv-bihanLaurent Kemmañ
Anv-familhde Graaf Kemmañ
Deiziad ganedigezh1653 Kemmañ
Lec'h ganedigezhDordrecht Kemmañ
Deiziad ar marv1704 Kemmañ
Lec'h ar marvCap-Haïtien Kemmañ
Abeg ar marvtalvoud dianav Kemmañ
PriedAnne Dieu-le-veut Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetnederlandeg Kemmañ
MicherBrezel kourserezh, morlaer Kemmañ
Laurens de Graaf

Hervez Henry Morgan, morlaer saoz deuet da vout gouarnour Jamaika, e oa " a great and mischievous pirate" (ur morlaer meur ha fallakr). Bras e oa, melen e vlev, mourennek, hag un troc'had kaer a a waz.

Dimezet e oa d'ar vorlaerez vreizhat Anne Dieu-le-veut.

Notennoù

kemmañ
  1. Laurens de Graaf at Zuidhoek's Zeerovers