Laurens de Graff
(Adkaset eus Laurent de Graff)
Laurens de Graff, pe Laurens Cornelis Boudewijn de Graaf (war-dro 1653, Dordrecht, Republik an Izelvroioù – 24 Mae 1704, Cap-Français, Saint-Domingue[1]) a oa ur morlaer ha goprsoudard izelvroat er XVIIvet kantved er Mor Karib. anavezet e oa ivez evel Laurencillo pe Lorencillo hag El Griffe e spagnoleg, Sieur de Baldran pe de Graff e galleg, ha Gesel van de West ("Skourjez ar C'hornôg") en izelvroeg. E servij trevadenn c'hall Saint-Domingue e oa.
Laurens de Graff
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Rouantelezh an Izelvroioù |
Anv-bihan | Laurent |
Anv-familh | de Graaf |
Deiziad ganedigezh | 1653 |
Lec'h ganedigezh | Dordrecht |
Deiziad ar marv | 1704 |
Lec'h ar marv | Cap-Haïtien |
Abeg ar marv | talvoud dianav |
Pried | Anne Dieu-le-veut |
Yezhoù komzet pe skrivet | nederlandeg |
Micher | Brezel kourserezh, morlaer |
Hervez Henry Morgan, morlaer saoz deuet da vout gouarnour Jamaika, e oa " a great and mischievous pirate" (ur morlaer meur ha fallakr). Bras e oa, melen e vlev, mourennek, hag un troc'had kaer a a waz.
Dimezet e oa d'ar vorlaerez vreizhat Anne Dieu-le-veut.