Lazhadeg Les Lucs-sur-Boulogne
Lazhadeg e-kerzh ar Spont Bras
Lazhadeg Les Lucs-sur-Boulogne eo al lazhadeg vrudetañ ha gwashañ gant unvezioù republikan ar colonnes infernales e-pad Brezel Vendée d'an 28 a viz C'hwevrer 1794 [1]. Brudet eo chomet abalamour d'an dielloù niverus hag o deus roet an tu d'an istorourien da studiañ spis an darvoud ha goude-se da sevel ur rendael istorel.
En holl e oa bet etre 500 ha 590 trevour lazhadeget, maouezed, bugale ha tud-kozh hep arm ebet en o zouez.
Gwerlivadur lazhadeg les Lucs-sur-Boulogne e chapel ar Petit Luc
Merzherinti Louis Michel Voyneau,
kure gant ar soudarded republikan
Goude al lazhadegAozañ
Hiziv an deizAozañ
Ur c'hounlec'h anvet Mémorial de la Vendée a zo bet savet e Les Lucs-sur-Boulogne.