Colonnes infernales
Colonnes infernales a vez graet eus unvezioù stourm a oa bet kaset gant Gouarnamant an Dispac'h Gall etre Genver ha Mae 1794, dindan urzhioù ar c'homandant jeneral republikan Turreau, e-kerzh Brezel Vendée. Ar gefridi roet dezho e oa flastrañ da vat emsavidi ar Vendée milourel. En gwirionez dre bezañ lazhet milieroù a drevourien e oa bet roet lañs hag un-dro d'an emsavadeg.
Ur wech trec'het an emsavadeg vilourel gant al Lu katolik ha roueel e fin ar bloavezh 1793 e-kerzh ar Virée de Galerne, ar jeneral Turreau a sav ur steuñv evit treuziñ ar Vendée gant daouzek kolonenn o kaout an urzhioù-se : lazhadegañ an holl « forbanned » o devoa kemeret perzh en emsavadeg, maouezed ha bugale ivez; fiñval ar poblañsoù etre pe republikan ; skrapañ an eostoù hag ar chatal ha plantañ tan er c'hêriadennoù hag er c'hoadoù.
Eus Genver betek miz Mae 1794, ar c'holonennoù e ya gant hentoù an tiriadoù emsavet e Maine-et-Loire, Loire-Inférieure, ar Vendée hag an Deux-Sèvres. Urzhioù Turreau n'int ket sentet memes mod hervez ar jeneraled. Lod a glask chom hep bezañ taer betek re, lod all avat a ya pelloc'h c'hoazh o plantañ tan e pep lec'h, preizhañ, gwallañ, jahinañ chivous. Ouzhpenn-se lazhañ a reont an dud ne vern an oad, ar reizh nag ar mennozhioù politikel. En holl ez eus bet lazhet degadoù a vilieroù a dud gant ar c'holonennoù-tan a voe lesanvet « colonnes infernales ».
Disoc'h an doare-se d'ober, a oa bet ar c'hontrol mik diouzh ar pezh a oa sañset bezañ. Emsavadegoù lies a voe gant ar jeneraled Charette, Stofflet, Sapinaud ha Marigny. A-benn ar fin ar jeneral Turreau ne oa ket deuet a-benn da drec'hiñ an emsavidi fuloret ruz. Fallagriezh daonet ar c'holonennoù a oa bet diskuilhet gant ar republikaned lec'hel ha gant komiserien poltikel. Kollet gantañ fiziañs Komite ar salud publik, skarzhet e vez diouzh e bost. Dre ma ne oa ket mui e-penn an traoù e voe paouezet e miz Mae 1794 gant obererezhioù ar c'holonennoù. Ar brezel a oa bet adlañset ha padout a raio betek 1795.
Steuñv « flastradenn ar Vendée »
kemmañBrezel Vendée a oa kroget e miz Meurzh 1793. E penn kentañ, an emsavidi eus Vande eus al Lu katolik ha roueel a oa bet trec'h e-pad an nevezamzer: kemeret e oa bet kêrioù Thouars, Fontenay-le-Comte, Saumur hag Angers .
Ar Spont bras er c'hornôg
kemmañMemes mare evit ar c'holonennoù-tan, ar Spont bras a vez lakaet da dalvezout el lec'hioù republikan lec'h ma veze kavet milieroù a brizonidi, tud eus Vendée, Chouanted, Girondined... Soudarded ar c'holonennoù-tan a gemere perzh a-wechoù er boan a varv. Al Loire-Inférieure hag ar Maine-et-Loire a oa bet an daou departamant lec'h ma voe ar muiañ a dud lazhet e-kerzh ar Spont bras.
El Loire-Inférieure, e Naoned, ar c'homiser Jean-Baptiste Carrier, a lak d'ar marv etre 8000 hag 11 000 prizoniad, maouezed, bugale war un hollad a 12 000 ha 13 000 prizoniad. Beuzadennoù Naoned etre ar 16 a viz Kerzu 1793 betek ar 27 a viz C'hwevrer 1794, a lazh etre 1 800 ha 9 000 den, hervez an istorourien e vefe muioc'h etre 4 000 ha 4 860. Fuzuilhadennoù Naoned a lazh etre 2 600 ha 3 600 gouzañver. Ar guillotine, staliet Plasenn Bouffay, a voe implijet evit 144 den, gant 24 artizan ha labourer lazhet d'ar 17 a viz Kerzu 1793, e-touezh anezho : 4 bugel oadet a 13 pe 14 vloaz. Ar guillotine a voe implijet goude-se evit 27 den all d'an 19 a viz Kerzu, gant 7 maouez lazhet, ar c'hoarezed Métayrie en o zouezh, oadet etre 17 hag 28 vloaz. Ouzhpenn-se, ar c'hleñved-red Typhus en toulloù-bac'h en Naoned en doa lazhet un 3 000 den. E Paimbœuf, 162 den a zo toullbac'het, 103 a voe fuzuilhet pe dibennet.
Ar gwaskerezh a zo gwadus ivez er Maine-et-Loire, rent eo gant ar gomiserien Nicolas Hentz hag Adrien Francastel. En Angers, 290 prizoniad a zo fuzuilhet pe dibennet. 1020 a oa marvet gant kleñvedoù pa oant toullbac'het.
Hent ar c'holonennoù
kemmañD'an 28 a viz C'hwevrer, ar golonenn a stourm a-enep unvezioù stourm Charette. E-kerzh an emgann, ar penn batailhon Matincourt, un ofiser eus Cordellier, a ya el Lucs-sur-Boulogne hag a lazhadeg etre 500 ha 900 trevour e Chapel ar Petit-Luc. Al lazhadeg-se marteze eo an hini brudetañ gant ar c'holonennoù-tan. 564 korf a zo bet adkavet gant an abad Charles Vincent Barbedette, gant 109 bugel oadet dindan 7 vloaz.
- Pennad spisoc'h: Lazhadeg Les Lucs-sur-Boulogne
Ar golonenn a'n em stroll, ha d'ar 1añ a viz Meurzh, e voe lazhadeget 66 trevour e Saint-Étienne-du-Bois ; tri devezh war-lerc'h, Les Brouzils a zo devet evit an eil gwech ha lazhadeget 270 anneziad. D'ar 5 a viz Meurzh, ar Republikaned a dreuz Montaigu, Clisson, Maodilon hag Ar Palez gant tizh. An deiz war-lerc'h erruet eo en Le Loroux-Bottereau, eno e vez flastret un dolpageg emsavidi ; ar soudarded a chom tri devezh e kêr a vez riñset.