Lazhadeg Oradour-sur-Glane
Lazhadeg Oradour-sur-Glane (galleg : Massacre d’Oradour-sur-Glane) a vez graet eus distruj kêriadenn Oradour-sur-Glane, en Haute-Vienne, d'an 10 a viz Even 1944 hag eus lazhadeg ar boblañs a-bezh (643 den lazhet[1]) gant soudarded ar 1añ batailhon eus ar 4e rejimant Panzergrenadier Der Führer eus ar Panzerdivision Das Reich eus ar Waffen-SS.
Al lazhadeg-se eo an hini washañ a oa bet sevenet gant al luioù alaman e Bro-C'hall, dammheñvel ouzh reoù Marzabotto en Italia, pe Distomo e Gres d'an 10 a viz Even 1944 ivez.
Evit an istorourien ez eo al lazhadegoù-se skouerius eus doareoù skrijus ar Gruppen führer Heinz Lammerding, en devoa lakaet e pleustr war Talbenn ar Reter.
Chomet eo an darvoud-se don e memor an dud ; tabutoù bras a oa bet ivez gant an heuliadoù lezvarnel, pa voe distaolet torfedourien Elzasat an unvez en abeg ma oa « Malgré-nous » anezho.
Abaoe 1999 ez eo dalc'het bev eñvorennoù an darvoud gant Kreizenn vemor Oradour-sur-Glane, lec'hiet nepell diouzh ar gêriadenn distrujet ha dalc'het e memes stumm abaoe 1944.
Kenarroud
kemmañOradour, ur gêriadennig, zo un ugent kilometr bennak diouzh kêr Limoges. D'ar Sadorn, annezidi niverus eus Limoges a zeue d'ober prenadennoù er marc'had. Evit dont di ez implijent an tramway adal Limoges, un eurvezh hent zo. E 1936 e oa annezet ar gumun gant 1 574 den, 330 anezho er gêriadenn rik.
Deskrivet e vez ar gêriadenn evel-henn : « Qu'est-ce donc que cet Oradour qui baigne paisiblement dans sa campagne verdoyante ? Simplement un village de moyenne importance. Il est modeste et vit sans bruit, sans éclat. »[2]
-
Al lazhadeg displeget pazenn-ha-pazenn
-
Plakenn e koun ul lod eus ar c'houzañvidi
-
Centre de la mémoire d'Oradour-sur-Glane