Le Chat (Ar C'hazh) a zo ur film gallek, sevenet gant ar filmaozour gall Pierre Granier-Deferre (1927-2007) e 1971.

Da-geñver an oberenn-mañ (ar seizhvet evit ar sinema, diwar c'hwec'h warn-ugent en holl) e teuas a-benn Granier-Deferre da vodañ an div steredenn eus ar sinema gall — Jean Gabin (1904-1976) ha Simone Signoret (1921-1985) — er memes film : tapet e voe Arzh arc'hant ar gwellañ aktor gant Gabin ha hini ar gwellañ aktourez gant Signoret[1] e Festival etrebroadel ar film Berlin (Internationale Filmfestspiele Berlin) (26 a viz Mezheven-6 a viz Gouere 1971).

Fichenn deknikel

kemmañ

An danvez

kemmañ

Emañ Julien ha Clémence Bouin, ur c'houblad kozh divugel, o chom en unan eus bannlevioù Pariz tizhet gant labourioù arneveziñ. War e leve emañ ar gwaz goude bezañ labouret evel micherour-lizherenner e vuhez-pad. Ret e voe d'e wreg paouez gant he micher a arzourez-sirk, ha hi kouezhet war al leur diwar he zrapez : chomet eo mac'hagnet, siwazh dezhi. Goude pemp bloavezh warn-ugent a vuhez voutin n'eo ket ken kreñv an darempredoù etre an daou bried. Gant an amzer o tremen ez eo deuet da vezañ pounner an aergelc'h en ti, petra bennak na fell na da Julien na da gClémence mont kuit. Trenkañ a ra an traoù etreze da vat pa zegemer Julien ur c'hazh ; diskouez a ra an den kozh karantez d'al loenig, ur garantez ouzh Clémence aet da hesk pell amzer 'zo. Treiñ a ra gwarizi ar vaouez kozh e kasoni ha kregiñ gant ur brezel kriz en-dro d'ar paourkaezh kazh...

Roll ar gomedianed

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. Rampo gant ar Stadunanadez Shirley MacLaine (1934-).
  2. Kanet eo ar sonenn Le Temps des souvenirs gant Jean Sablon.