Le Cri du peuple (kazetenn 1871)

kazetenn 1871
Un tamm kempenn zo ezhomm d'ober d'ar pennad-mañ
 

Le Cri du Peuple, « kazetenn bolitikel pemdeziek », a zo ur gazetenn c'hallek embannet e Pariz (Bro-C'hall) e 1871 war ur folenn vras gant pemp kolonenn. dek kantim he friz. Jules Vallès a oa he fenngazetennour. Casimir Bouis, Jean-Baptiste Clément, Pierre Denis, Charles Rochat a voe redaktourien all. Gustave Courbet, Bauer hag André Leo a roas un nebeud pennadoù.

Le Cri du peuple
kazetenn, daily newspaper
Deiziad krouiñ22 C'hwe 1871 Kemmañ
TitlLe Cri du peuple Kemmañ
Subtitleillustré, artistique, littéraire, politique, politique, artistique, littéraire, journal socialiste quotidien, journal politique quotidien Kemmañ
DiazezerJules Vallès, Pierre Denis, Albert Callet Kemmañ
Merour/renerJules Vallès Kemmañ
StadFrañs Kemmañ
E tiriadPariz Kemmañ
Hentrue d'Aboukir Kemmañ
Lec'h embannPariz Kemmañ
Bro orinFrañs Kemmañ
Yezh an oberenn pe an anvgalleg Kemmañ
Deiziad divodañ23 Mae 1871 Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://gallica.bnf.fr/ark:/12148/cb32752488q/date Kemmañ
Élisée Reclus o lenn Le cri du Peuple e liorzh e di e Brusel.

Embannet e voe he niverenn gentañ d’an 22 a viz C’hwevrer 1871. Ar jeneral Vinoy a zifennas hec'h embann d’an 11 a viz Meurzh. D’an 19 e krogas Vallès gant ur gazetenn nevez « Le Drapeau », met, abalamour d'an emsavadeg kroget antronoz e embannas niverenn 19 « Le Cri du Peuple » d’an 21 a viz Meurzh. Dont a reas ar gazetenn er-maez en un doare reoliek e-pad mare ar Gomun, betek an niverenn 83, embannet d’an 23 a viz Mae 1871, da lavaret eo betek kreiz ar sizhunvezh wadek.

« Le Cri du Peuple » a zo bet kazetenn vrudetañ ar Gomun, abalamour da personnelezh Jules Vallès, kazetenner brudet dija e-mesk ar bobl abalamour d'e stourmoù ha d'e bennadoù.

Stil ar gazetenn a zo nerzhus, prederiet hag entanet a-benn broudañ mennozhioù politikel.