Leandro Fernández de Moratín
Leandro Eulogio Melitón Fernández de Moratín y Cabo (Madrid, 10 Meurzh 1760 - Pariz, 21 Mezheven 1828) a voe ur barzh hag ur c'hoarivaour spagnol, unan eus oberourien bennañ an nevezklaselouriezh spagnolek en XVIIIvet kantved.
E vuhez
kemmañGanet e oa en Madrid d'an 10 a viz Meurzh 1760. Mab e oa da Nicolás Fernández de Moratín, ur barzh, skrivagner hag alvokad, den a ouenn uhel a orin astur, ha da Isidora Cabo Conde. Kaoz a lennegezh a veze en ti alies.
Da bevar bloaz e tapas ar vrec'h, ma teuas da vout ur paotr trenk ha gouez a spered, hag ivez lenner barzhoniezh. Ne reas ket studioù uhel, ha kregiñ a reas da labourat en ur stal bravigoù.
Barzh
kemmañEn 1779, da 19 vloaz, en devoa tapet ur priz bihan a varzhoniezh en ur genstrivadeg digor d'an holl gant ar Real Academia Española evit un oberenn anvet La toma de la Granada por los Reyes Católicos.
Abaoe e vugaleaj e oa sot-pitilh gant Sabina Conti y Bernascone, merc'h un amezegez. Pa oa-eñ ugent vloaz, ha hi pemzek vloaz, e voe dimezet ar plac'h dre heg d'un eontr dezhi, a oa tregont vloaz. Chom a reas an darvoud war e spered, ha meur a wech e voe kaoz eus se en e oberenn.
En 1780 e varvas e dad, ret dezhañ ober war-dro e vamm, ha berr an arc'hant. En 1782 e c'hounezas eil priz ar Real Academia gant e Lección poética. Sátira contra los vicios introducidos en la poesía española, ur seurt manifesto a nevezklasegezh er varzhoniezh.
Beaj da Bariz
kemmañEn 1787 e reas ur veaj da Bariz evel sekretour ar c'hont Cabarrús, karget a gefridi diplomatek, hag a felle dezhañ kuzuliañ ar roue gall Loeiz XVI diwar-benn an doare da zizarbenn an dispac'herien. Frouezhus e voe an droiad d'ar skrivagner yaouank a reas anaoudegezh gant an oberour italian Carlo Goldoni.
Mare ar C'hallaoued
kemmañMont a reas a-du Leandro Fernández de Moratín gant ar roue gall, breur Napoleone Buonaparte, Giuseppe Buonaparte, pe José Iañ e spagnoleg, ma voe unan eus an « afrancesados », ar c'hallgarourien a grede e kefridi ar roue gall da advuheziñ e vro. Spi en devoa Leandro Fernández de Moratín da sevel ur gevredigezh diazezet war ar «preder, ar justis hag ar galloud ». Pa soñje e oa e vuhez en arvar e Spagn gant ar vrogarourien emsavet ouzh armeoù Napoleon e oa aet da repuiñ da gastell Peníscola, dalc'het gant an arme c'hall . Bevañ a rae eno pa voe lakaet seziz gant bagadoù spagnol ar jeneral Elío a vombezas kêr : un danevell eus ar pennad-amzer-se a voe savet gantañ.
Goude ez eas en harlu da Vro-C'hall, ma adkavas e vignoned Francisco de Goya, Manuel Silvela, García de Aragón.
Pa varvas e voe beziet e Pariz e bered ar Père-Lachaise, met e 1855 e voe kaset e gorf da Vadrid.
Oberennoù
kemmañ- El viejo y la niña (1790)
- La comedia nueva o el café (1792)
- El barón (1803)
- La mojigata (1804)
- El sí de las niñas (1806)