Lec'h ar brezhoneg er skolioù

Brezhoneg a vez desket en un toullad skolioù e Breizh, eus ar skol-vamm betek ar vachelouriezh (14.174 skoliad e 2011). Koulskoude eo disheñvel bras lec'h ar brezhoneg er skolioù, hervez ma'z int skolioù-Stad Div Yezh (5995 skoliad) pe katolik Dihun (4651 skoliad) , pe skolioù Diwan (3528 skoliad).

Nebeutoc'h a dud a studi brezhoneg eget galleg, saozneg ha spagnoleg e Breizh, ha ma lakaer skolioù Diwan a gostez, nebeutoc'h eget an alamaneg ivez.