Legio I Adiutrix

lejion roman

Legio I Adiutrix[1] zo ul lejion roman hag a oa bet savet er bloaz 68, pe gant Neron, pe gant Galba. Ar C'harv (Capricornus) e oa hec'h arouez.

Baniel Legio I Adiutrix

Talvoudegezh an anv ː Harperez, Skoazellerez

War a seblant eo bet savet gant martoloded Classis Misenensis, ur morlu staliet e Misenum , ha klokaet gant Galba. Staliet e oa neuze e-kichen Roma.

E bloavezh ar pevar impalaer e stourmas a-du gant Marcus Salvius Otho e-kerzh emgann Bedriacum. Hemañ, bet trec'het gant Vitellius, a gasas al lejion da vro Spagn.

Gwelet e voe Legio I Adiutrix o stourm er bloaz 70 e Germania Inferior, a-enep emsav ar Vataved.

Goude-se, Legio I Adiutrix a oa staliet e Mogontiacum (Mainz).

Priaj gant ar merk Legio Iadutrix

E 83, dindan an impalaer Domitian, e stourmas a-enep d'ar Chatti, ur boblad german o vevañ en daou du d'ar Roen.

Kaset e voe goude da Pannonia, evit klokaat arme an Danav, da stourm a-enep an Daked.

Ur pezh 1 diner, en enor da Legio Iadutrix, en amzer Septimius Severus

Goude ma oa bet drouklazhet Domitian e 96, Legio I Adiutrix a gemeras pouez war politikerezh an impalaeriezh roman. Lakaet e voe an impalaer Nerva da zegemer Trajan war e lerc'h. Pa yeas Trajan da impalaer d'e dro, hemañ e roas d'al lejion ar c'h-cognomen Pia Fidelis ("leal ha feal"). Etre 101 ha 106, dindan an impalaer Trajan, Legio I Adiutrix, da-heul Legio IV Flavia Felix ha Legio XIII Gemina, e aloubas bro Dakia.

Kaset e voe ivez gant Trajan da vrezeliñ a-enep ar Barted (115-117).

Tokarn roman

Goude-se e voe kaset en-dro da Bannonia gant Hadrian, ha staliet e Brigetio (Szőny, ur gêr eus Hungaria), war an Danav.

Dindan Marcus Aurelius, Legio I Adiutrix e stourmas a-enep ar Varkomaned.

Etre 171 ha 175, Pertinax a oa e penn al lejion. Impalaer roman e oa bet e-pad tri miz, etre ar Iañ a viz Genver 193 hag an 28 a viz Meurzh 193.

War-lerc'h, Legio I Adiutrix a skoazellas Septimius Severus evit aloubiñ Roma.

Legio I Adiutrix zo brudet evit bezañ kemeret perzh er brezelioù a-enep ar Barted : e 195 ha 197-198 dindan Septimius Severus, e 215-217, dindan Caracalla, hag e 244, dindan Gordianus III.

Meneget eo evit ar wech diwezhañ gant Notitia Dignitatum (390 / 425), pa oa c'hoazh e Brigetio (Szőny).

notennoù

kemmañ
  1. An niverenn e sifroù roman roet d'ul lejion a c'hall bezañ forc'hellek. Da vare ar Republik roman e veze savet al lejionoù e-pad ar goañv da vrezeliñ e-doug an hañv ha divodet e vezent a-raok fin an hañv da gaout amzer da vediñ. Roet e veze un niverenn dezhe hervez an urzh ma oant savet. Ar memes lejion a c'halle eta kaout un niverenn disheñvel hervez ar bloaz. An niverennoù I da IV a veze miret evit al lejionoù renet gant ar gonsuled. Dindan an impalaeriezh e oa niverennet al lejionoù savet gant an impalaerien adalek « I ». Kalz nemedennoù a voe neoazh. Aogust e-unan a viras lejionoù kozh gant o niverenn urzh kozh. Vespasian a roas d'al lejionoù a grouas niverennoù lejionoù a oa bet divodet. Kentañ lejion Trajan he doa an niverenn XXX, rak 29 lejion a oa dija. A-wezhioù e oa div lejion gant ar memes niverenn d'ar memes mare. Abalamour da se e oa ouzhpennet ul lesanv cognomen pe un anv a verke orin al lejionerien (Italica = a orin eus Italia), pe ur bobl trec'het gant al lejion (Parthica = trec'h war ar Barted), pe anv an impalaer hag e gens, pa oa bet savet gant an impalaer e kaoz, pe evel ur merk a enor (Galliena, Flavia), (3) pe ur perzh eus al lejion (Pia fidelis = leal). An anv « Gemina » a veze roet d'ul lejion savet diwar div lejion all pe muioc'h c'hoazh pa oa bet kollet kalz soudarded en emgann. En testennoù, ar sifroù « 4 » ha « 9 » evit ober anv eus al lejionoù a veze skrivet « IIII » ha « VIIII » kentoc'h evit « IV » ha « VIIII (Adkins (1994) pp. 55 ha 61).