Al Legio I Iovia (anvet ivez Legio I Iovia Scythica)[1] e voe al lejion roman kentañ bet savet gant an impalaer Dioklesian nebeut goude ar bloaz 287.

Kastell Dinogesia

D'an 21 a viz Gouere 287, Dioklesian e gemeras al lesanv Jovius evit en em lakaat dindan arouez Iovis (Yaou), tad an doueed. E-giz-se en em anvas da impalaer, ar renk pennañ hag uhelañ, nep den all o vezañ a-renk gantañ. Maximian, e genseurt, a oa lakaet dindan arouez Herkules, na oa ket un doue[2].

Iovia e voe lesanv al lejionoù savet gant Dioklesian neuze, ha Herculiani hini ar re savet gant Maximian.

War a seblant en heulias ar c'hezar Galerius etre 296 ha 298 a-enep d'ar Sassanided .

Goude marv Dioklesian, ul lodenn eus al lejion zo bet staliet e kreñvlec'h Dinogetia, e Moesia izellañ (Thrakia), testeniet gant brikennoù gant siell al lejion.

E penn kentañ ar Vvet kantved, al lejion a oa dindan urzh Dux Scythiae (gouarnour Scythia). Prefed al lejion, praefectus legionis, ha prefed gward an harzoù, praefectus ripae a oa staliet e Noviodunum ad Istrum (hirie Isaccea e Roumania), karter jenera al lejion. Ur prefed all gward an harzoù a oa staliet e Accisso (anvet ivez Fort Aegyssus, hirie Tulcea). O-daou a oa en karg da deurel evezh ouzh ar stêr Danav, an harz etre an impalaeriezh roman hag ar broioù barbar (Barbaricum). Ur prefed all gward an harzoù a oa staliet gant Cohors Secunda Herculia musculorum Scythicorum hag ar strollad-listri e Inplateypegiis.

Rannadoù all a oa e Capidava (Topalu).

Legio I Iovia zo bet staget sur-awalc'h ouzh arme Bizañs goude ma oa aet impalaeriezh ar c'hornôg da get.

Daveoù ha notennoù

kemmañ
  1. An niverenn e sifroù roman roet d'ul lejion a c'hall bezañ forc'hellek. Da vare ar Republik roman e veze savet al lejionoù e-pad ar goañv da vrezeliñ e-doug an hañv ha divodet e vezent a-raok fin an hañv da gaout amzer da vediñ. Roet e veze un niverenn dezhe hervez an urzh ma oant savet. Ar memes lejion a c'halle eta kaout un niverenn disheñvel hervez ar bloaz. An niverennoù I da IV a veze miret evit al lejionoù renet gant ar gonsuled. Dindan an impalaeriezh e oa niverennet al lejionoù savet gant an impalaerien adalek « I ». Kalz nemedennoù a voe neoazh. Aogust e-unan a viras lejionoù kozh gant o niverenn urzh kozh. Vespasian a roas d'al lejionoù a grouas niverennoù lejionoù a oa bet divodet. Kentañ lejion Trajan he doa an niverenn XXX, rak 29 lejion a oa dija. A-wezhioù e oa div lejion gant ar memes niverenn d'ar memes mare. Abalamour da se e oa ouzhpennet ul lesanv cognomen pe un anv a verke orin al lejionerien (Italica = a orin eus Italia), pe ur bobl trec'het gant al lejion (Parthica = trec'h war ar Barted), pe anv an impalaer hag e gens, pa oa bet savet gant an impalaer e kaoz, pe evel ur merk a enor (Galliena, Flavia), (3) pe ur perzh eus al lejion (Pia fidelis = leal). An anv « Gemina » a veze roet d'ul lejion savet diwar div lejion all pe muioc'h c'hoazh pa oa bet kollet kalz soudarded en emgann. En testennoù, ar sifroù « 4 » ha « 9 » evit ober anv eus al lejionoù a veze skrivet « IIII » ha « VIIII » kentoc'h evit « IV » ha « VIIII (Adkins (1994) pp. 55 ha 61).
  2. François Zosso ha Christian Zingg ː Les empereurs romains. 27 av. J.-C. - 476 ap. J.-C, Errance, 2009 (ISBN 978-2-87772-390-9)