Bizantion (a zo Βυζάντιον e henc'hresianeg, ha Byzantium e latin) a oa anv an drevadenn savet er VIvet kantved kent J.-K. gant Gresianed Megara war aod strizh-mor ar Bosfor, etre ar Mor Kreizdouar hag ar Mor Du.

Diwezhatoc'h e teuas Bizantion da vezañ kêr-benn Impalaeriezh roman ar Reter dindan un anv nevez, Konstantinopolis, pe Kergustentin. Diwar an impalaeriezh-se e teuas Impalaeriezh Bizantion.

Distrujet e vo an impalaeriezh-se gant an Durked hag adanvet e voe kêr Vizantion, a zeuas da vezañ Istanbul gante.

Savidigezh

kemmañ

Hervez ar vojenn danevellet gant Stefan Bizantion e vije bet savet ar geoded gant Byzas pe Byzantas (Βύζας pe Βύζαντας), mab d'an nimfenn Keroesa, hag eñ a vije bet ar roue kentañ.

Diodoros Sikilia a ra meneg eus ar geoded pa zanevell istor an Argonaoted[1] :

« Degouezhet en Hellespontos e touaras an Argonaoted en ur vro ma rene neuze ar roue Bizas en deus roet e anv da geoded Bizantion. »

Hervez Velleius Paterculus (II, 15) e vije bet savet Bizantion gant tud deuet eus Miletos hag hervez Ammien Marcellin (XXI, 8) gant Ateniz. Ne greder ket ken en displegadennoù-se.

Bremañ e soñjer e oa bet savet gant trevadennerien deuet eus keoded c'hresian Megara. Implij ar rannyezh dorian, bezañs doueoù boutin en div geoded hag ar skeudennadurezh implijet e moneizoù keoded ar Bosforos — tost-kenañ d'ar re implijet e Megara — a gadarna ar martezead-se.

Eusebios Caesarea a lavar e vije bet savet e trede bloavezh an tregontvet olimpiadenn, ar pezh a vefe -667, hervez an deiziadur juluan proleptek.

Mojenn Bizas

kemmañ

Bet e vije Bizas o c'houlenn ali an doue Apollon e Delfi da c'houzout e pelec'h sevel ur geoded nevez. Respontet e oa bet dezhañ "A-dal an dall". D'ar c'houlz-se n'en doa ket intentet ster ar respont met pa zegouezhas er Bosforos e komprenas petra e talveze. War aod Azia-Vihanañ, rag-enep al lec'h m'edo erruet, edo Kalkedon. E ziazezerien an hini a zlee bezañ bet dall pa oant chomet hep gwelet pegen gwell e oa ar vro en tu all d'ar Bosforos p'o doa savet o c'heoded. El lec'h-se e savas Bizantion eta.

Al lec'h diuzet evit sevel ar geoded a oa ul lec'h strategel hag eus ar re wellañ evit ar c'henwerzh. War riblennoù ur draoñienn anvet ar C'horn-Aour e oa bet staliet ar porzhioù, ar porzh-kenwerzh ha porzh ar morlu.

Bizantion a gemeras dre nerzh tachenn keoded Kalkedon ivez.

Dont a reas da vezañ ul lodenn eus Impalaeriezh Roma.

Abalamour ma oa tuet gant Pescennius Niger a-enep Septimius Severus e oa bet sezizet ar geoded gant an armeoù roman ha distrujet e oa ul lodenn anezhi e 196 kent JK. Adsavet e voe gant Septimius Severus, deuet da vezañ impalaer, hag ec'h adkavas buan he finbortez. Lec'hienn Bizantion a zedennas an impalaer roman Kustentin Iañ a adsavas anezhi e 330, gant an anv Nova Roma. Goude e varv e voe graet Kergustentin eus ar geoded (Constantinopolis, 'Keoded Kustentin').

Bizantion, pe Kergustentin, a zeuas da vezañ kêr-benn Impalaeriezh roman ar Reter.

Levrlennadur

kemmañ
  • Ange de Saint-Priest, Encyclopédie du dix-neuvième siècle, 1844 lire en ligne. (aet kozh).
  • L. Bréhier, Dictionnaire d'histoire et de géographie ecclésiastique, pennad "Byzance".
  • André Stratos, Byzance au VIIe siècle. L'empereur Heraclius et l'expansion arabe, Lausanne, La guilde du livre, 1976.
  • Jeffreys, Elizabeth and Michael, and Moffatt, Ann. 1981. Byzantine Papers: Proceedings of the First Australian Byzantine Studies Conference, Canberra, 17-19 May 1978. Australian National University, Canberra.

Gwelet ivez

kemmañ
  • Kergustentin a denn da istor ar geoded betek degouezh an Durked.
  • Istanbul a denn da istor ar gêr adalek 1453.

Liammoù diavaez

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. Bibliotheke (IV, 69)