Lenn Baikal

lenn e Rusia
(Adkaset eus Lenn Baykal)

Lenn Baikal (ruseg: о́зеро Байка́л, distaget: [ˈozʲɪrə bɐjˈkal]) zo ul lenn e su Siberia, e Rusia ar reter. Etre Oblast Irkoutsk er gwalarn ha Republik Bouryatia er gevred emañ, e-kichen kêr Irkoutsk. Lesanvet e vez a-wechoù "Lagad glas Siberia"[1] ha "Perlezenn Siberia".

Lenn Baikal
Bro : Rusia
Rannvroioù : Siberia
Gorread : 31.722 km²
Donder brasañ : 1642 m
Hed ar ribloù : 2125 km
Adstêr(ioù): Selenga
Chikoy
Khilokh
Uda
Barguzin
Angara
Diazad doureier : 560.000 km²
Kêrioù pennañ
war ribl al lenn :
Irkoutsk

Skornet e vez gorre al lenn etre miz Genver ha miz Mae. Olkhon eo he enez vrasañ. Sviatoj Nos eo he gourenez zisparañ, da lâret eo ar Fri Santel (war ar ribl reter, ur gwarezva hag ur park natur eo).

An anv

kemmañ

E bouriateg ha mongoleg e vez anvet al lenn Байгал нуур, Baigal nuur, da lavaret eo «lenn an natur». Ar ger Baikal a c'hall dont eus Baigal pe Байгал hag a dalv natur e mongoleg.
Gerdarzh koshoc'h ar ger Baikal a zo da vezañ klasket en turkeg, rak Turked ha Mongoled e oa ar pobloù kentañ d'en em staliañ war e ribloù. Dont a ra eus Bay Köl eta (« lenn binvidik, sakr »).

Lenn ar gourc'heier

kemmañ

31 500 km² eo, 636 km a hirder ha 48 km a ledander well-wazh. Gant 1 637 metr a zonder ez eo al lenn zonañ er bed[2]. 23 600 km³ a zour a zo dalc'het enni, kement hag ar Mor Baltek pe 5 lenn vras Norzhamerika a-gevret (lenn Superior, lenn Michigan, lenn Huron, lenn Erie ha lenn Ontario). Kementad dour dous brasañ ar bed eo[3]. Lenn he dour boullañ ar bed eo. Lenn goshañ ar bed eo ivez, 25 milion a vloavezhioù he oad[4]. Al lenn Baikal a zegemer ouzhpenn 1,700 spesad a blantennoù ha loened, en o zouez an daoufarzh anezho ne vez ket kavet nemet eno er bed[5].

Disklêriet eo bet Glad bedel gant an Unesco e 1996[6].

 
Kartenn Lenn Baikal

Daveoù

kemmañ
  1. Lake Baikal: the great blue eye of Siberia. CNN.com. Kavet : 21-10-2006.
  2. Deepest Lake in the World. geology.com. Kavet : 18-08-2007.
  3. U.S. Geological Survey Fact Sheet: Lake Baikal — A Touchstone for Global Change and Rift Studies, Gouere 1993 (accessed February 10, 2007)
  4. Fact Sheet: Lake Baikal — A Touchstone for Global Change and Rift Studies, July 1993 (accessed December 04, 2007)
  5. "Russia." Britannica Student Encyclopedia. 2007. Encyclopædia Britannica Online. 3 July 2007 [1]
  6. Lake Baikal — World Heritage Site. World Heritage. Kavet : 13-01-2007.