Lenn Siloe
Lenn Siloe pe Siloam pe Silwân, e gresianeg : κολυμβηθρα του Σιλωαμ (kolymbēthra tou Silōam), e hebraeg : שִּׁלֹחַ (šilōaḥ) pe שֶּׁלַח (šelaḥ), zo diavêz kêr gozh Jeruzalem, er su Menez Sion (pe dorgenn an Ofel), dirak kêriadenn Silwân.
Derezioù a ziskenn betek an dour, e-lec'h ma weler tammoù eus kolonennoù an iliz bizanteg, bet savet eno er 5et kantvet da zerc’hel soñj eus pareañs an den ganet dall gant Jezuz a Nazaret (Yann 9,1-41).
Istor
kemmañAr poull-se oa bet graet gant ar roue Ezekiaz, war-dro 700 araok Jezuz-Krist, da gaout dour e kêr, gant aon rak ur sezis. Ret e oa bet eta kleuzañ ar roc'h war ouzhpenn 500m da ober ur ganol da zigas an dour eus eienenn Gihôn betek ar poull. Un enskrivadur hebraek a zalc'h soñj eus levenez an doullerien p'en em gavjont an eil gant egile : "An dour a lammas eus an eienenn betek ar poull war daouzek kant ilinad"[1].
Pareañs an den ganet dall a ro tro da Jezuz da gomz d’e ziskibien diwar-benn dallentez ar Farisianed hag ar gwir sklêrijenn (Yn 9,1-41).
Notennoù
kemmañ- ↑ Jerome Murphy-O'Connor, Guide archéologique de la Terre Sainte, Paris, Denoël, 1982, p. 106 ; Job an Irien, Douar Santel. Terre Sainte, Ti embann Minihi Levenez, nn 51-52, 1998, p. 110-112.