Lennegezh ar Brezhoneg en XXvet kantved
Lennegezh ar Brezhoneg en XXvet kantved a zo un antologiezh eus al lennegezh vrezhonek savet gant Francis Favereau, bet kelenner e Skol-veur Roazhon 2. Un doare gallek, heñvel e neuz, a zo ivez, titlet Anthologie de la littérature bretonne au XXe siècle.
Ratozhioù
kemmañEr c'hentskrid e kemenn peseurt arvaroù e oa da ziwall outo. Ar re gentañ e oa termeniñ petra ez eus e-fed lennegezh e brezhonek. Ne felle ket dezhañ dibunañ "un tamm Buhez ar Sent mod nevez (Kalloc'h, Hemon ha Malmanche), a-nes ankouaat hiziviken santezed zo (Añjela Duval, muiikoc'h eget Meavenn ar werc'hez ruz, poz Taldir), ar Braz hag Helias o vezañ bet da sent mein, re-bar da re na pet monumant savet d'ar re maro evit ar vro".
Stumm an embannadur
kemmañPeder levrenn dev a ya d'ober an oberenn, embannet gant Skol Vreizh, e Montroulez, dezhi un titl hollek asambles gant istitloù levrenn :
- Kentañ levrenn : An "Emzao" kentañ 1900/1918 ; 448 pajenn ; Ebrel 2002 (ISBN 2-911447-56-5).
- Eil levrenn : Breiz Atao hag ar re all el lennegezh 1919/1944 ; 576 pajenn ; Du 2003 ; (ISBN 2-911447-93-X).
- Trede levrenn : Al lennegezh a "spered broadel" : Al liamm Tír na n'Óg Hervez spered ar "batrioted" : Brud ha Brud Nevez 1945/1968 ; 512 pajenn ; Ebrel 2008 ; (ISBN 978-2-915623-40-6).
- Pevare levrenn : Efed Mae 68 : Ugent bloavezhiad traoù mesket 1968-2000, 480 pajenn, Even 2020. 978-2-36758-026-5