Lêr
(Adkaset eus Ler)
Lêr (ler ivez alies) a vez graet eus kroc'hen al loened a vez implijet, goude kivijañ, da ober botoù, seier, ha dilhadoù zo.
Ur ster reizhel a zo ivez d'ar ger pa gomzer eus toullañ lêr gant ur minaoued da skouer.
Labourat al lêr a vez graet abaoe amzer sevenadurioù ar saverien chatal. E lêr an ejened-moueek e veze graet tipi an Amerindianed, o dilhad, o zaboulinoù.
Gerioù deveret
kemmañLêr diwar loened
kemmañ- demmgen: kroc'hen demm
- leuegen: kroc'hen leue, d'ober parch.
- maoutken: kroc'hen maout, brudet eo mojenn ar maoutken aour
- hoc'hken: kroc'hen hoc'h
- gavrgen: kroc'hen gavr, a servije d'ober manegoù, pe kein al levrioù (marokin)
- karvken: kroc'hen karv
- marc'hken:kroc'hen marc'h
- oangen: kroc'hen oan, a servije d'ober manegoù
- tarvken :kroc'hen tarv
Dilhad
kemmañGerioù all
kemmañ- un den dugen zo du e groc'hen
- ul louangen zo un den didalvez, lezirek
- lovrgen
- travelgen:
- vilgen