Letanioù
Litanioù a vez lavaret, en Ilizoù katolik ha reizhkredennek, eus pedennoù dibunet e doare ur roll, gant un diskan : « pedit evidomp », pe « ora pro nobis » e latin. Daou seurt a zo anavezet dreist ar re all:
- litanioù ar Werc'hez, pe litanioù Loreto,
- Litanioù ar sent.
Orin yuzev
kemmañAnavezet eo an doare pedennoù-se gant ar Yuzevien a-raok amzer Jezuz : er Salm 136, ma tibuner perzhioù hag oberoù an Aotrou e respont ar bobl : "hag e fealded a zo da viken".
Litanioù en arz
kemmañGant litanioù Loreto eo bet awenet al liverien-gwer ha kizellerien.
- stankik e weler ar Werc'hez en ilizoù skeudennet hervez unan eus an anvioù graet anezhi;
- e porched pennañ iliz-veur Milano e weler kizelladurioù graet da skeudenniñ un toullad mat eus an an anvioù-se.
Er sonerezh
kemmañ- 20 litani, gant František Tůma (XVIIIvet kantved), en o zouez al Lytaniae Lauretanae.
- Litanies, gant Jehan Alain (1911-1940).