Levr Oberoù Arzhur

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Levr Oberoù Arzhur a zo un dornskrid latin e gwerzennoù, kollet an darn vuiañ anezhañ. Meneget e voe gant Pêr ar Baod, istorour Breizh, e-touez mammennoù e labourioù. Reiñ a rae d'al levr implijet gantañ an titl "Livre des Faicts d'Arthur le Preux ou autrement dit le Grand"[1]. Adkavet e voe an arroudennoù gant Arthur de la Borderie e diwezh an XIXvet kantved hep m'en doe anavezet anezhañ ha treuzskrivet e voe gant Gwenael an Dug na c'hellas ket ober ur studiadenn glok eus tammoù ar varzhoneg saveteet gant Pêr ar Baod.

Kest mammennoù brezhon Historia Regum Brittaniae

kemmañ

Pa lakaas da c'houzout mammennoù Cronicques et ystoires de Bretons (Kronikennoù hag istorioù ar Vrezhoned) e venegas Pêr ar Baod un oberenn latin anvet "Livre des Faicts d'Arthur" gantañ.
Lakaet eo bet gant Arthur de la Borderie ar gaoz[2] war un dornskrid miret gant Dielldi an Il-ha-Gwilen a c'hellfe bezan buhezskrid latin Sant Gouenou hag un Historia brittanica meneget enni. Kinniget e voe an destenn gollet-se evel gwir titl librum vestustissimum a lakaas Jafrez Menoe da vammenn Historia Regum Brittaniae. Er memes tro e kinnigas Arthur de la Borderie e c'hellfe ar varzhoneg da-heul ar Vita bezañ bet ur vammenn all. Prenet e voe an dornskridoù gant Arthur de la Borderie e-unan ha fiziet e voent e Dielldi an Il-ha-Gwilen[3].
An arbennigourien c'hall war Danvez Breizh Gaston Paris hag Edmond Faral ne oant ket evit krediñ e voe levezonet Chrétien de Troyes pe vMarie de France, ar skrivagnerien gentañ o plediñ gant Danvez Breizh, gant skrivagnerien Breizh.

Adkavadenn an dornskrid latin meneget gant Pêr ar Baod

kemmañ

E 1972, da-geñver Kendalc'h Kevredigezh etrebroadel an Arzhurianed, e Naoned, e lakaas Léon Fleuriot, Gwenael an Dug ha Claude Stercks da c'houzout e oa bet adkavet testenn Vita Goeznouei ha meneget un Historia brittanica enni, gant lodennoù eus Levr Oberoù Arzhur da heul war ar memes dornskrid. Tammoù eus ur varzhoneg hiroc'h e oant, ma oa kaoz eus Arzhur enno ha n'ouzer ket peseurt titl a oa gant an oberenn. Hervez André-Yves Bourgès e seblante an dornskrid a-bezh bezañ ur seurt karned notenniñ implijet gant Pêr ar Baod evit dastum ar pezh a soñje lakaat e-barzh e levrioù. N'eo ket posubl gouzout piv en doa graet al labour eilañ-se.
Treuzskrivet e voe ar 173 c'hwerc'htroadeg gant Gwenael an Dug, met n'hellas ket o studiañ da-geñver adegadurioù pep elfenn istorel pe vojennel. Displegañ a reas e soñj, koulz ha hini Léon Fleuriot, e c'hellfe bezañ elfennoù savet un nebeud bloavezioù a-raok ar Vita Goueznouii hag e komprenent o-daou an deiziad skrivet enni evel ar bloaz 1019.

Savboentoù kontrol da re Léon Fleuriot ha Gwenael an Dug

kemmañ

Goude marv Léon Fleuriot (1987) e talc'has Bernard Tanguy da studiañ al lodennoù ma oa kaoz eus envroadeg ar Vrezhoned, peogwir e wele un nebeud lec'hanvioù dianav da ziskuliañ enno. Adkavañ a reas Portus Calvosus, ur Porz Moelleuc kozh e kornôg Plougerne, war-dro Aod ar Reun. Met gwelet a reas ivez anv kozh an Aber Benead, Bazlananda. D'e soñj e oa ar furm-se nevesoc'h eget ar bloavezhioù 1000 ha diouzh-se en doa disfiz diouzh soñjoù Gwenael an Dug ha Léon Fleuriot.
Pa varvas Gwenael an Dug e klaskas André-Yves Bourgès dougen enor dezhañ hag echuiñ al labour en doa boulc'het en ur zegas ur mell studiadenn.

Levrlennadur

kemmañ

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. Levr oberoù Arzhur ar C'hadarn, arallanvet ar Meur. Posubl eo goulakaat an titl latin : Liber Gestarum Arcturi Fortis.
  2. Dre ul lizher foran kaset da dDeodor Kervarker.
  3. Merk IF 1OO3.