Levr ar Varnerien

seizhvet levr ar Bibl, kediad ar 21 pennadoù

Levr ar Varnerien a gaver en Tanac'h e-touez levrioù ar Brofeded, etre Levr Yehoshoua ha Levrioù Shmouel. Er Bibl katolik emañ e-touez al Levrioù istorel, etre Levr Rout ha Kentañ Levr Shmouel. Kontañ a ra darvoudoù etre donegdigezh ar Yuzevien da Ganaan ha staliadur an roueelezh[1] ha dreist-holl istor an daouzek Barner.

Ur bajenn eus Levr ar Varnerien en ur Bibl alaman eus 1485

Teir lodenn a vent disheñvel-tre a gaver ennañ.

  1. Un digoradur (1, 1-2, 2, 5) a seblant bezañ un destenn bet ouzhpennet hep liamm sklaer gant ar peurrest.
  2. Korf al levr (2, 6, 16,31) a gont, goude un eil digoradur (2, 6, 3,6), istor ar Varnerien.
  3. En trede lodenn e kaver div destenn ouzhpennet a gont istor meuriad Dan o klask un douar evit ober e annez (17-18) hag ar brezel enep Binyamin goude torfed Gibea (19-21). Ne gontont ket istor ur Barner met darvoudoù bet c'hoarvezet a-raok staliadur ar roueelezh. Ouzhpennet int bet goude an distro eus an harlu e Babilon.

Anat eo ez eus meur a vammenn ha diaes eo lec'hiañ an darvoudoù displeget en amzer. Mesket ez eus prantadoù. Luziet-kenañ eo istor ar Yuzevien d'ar mare-se. Ur ster relijiel a zo gant al levr : trec'het e vez Israel pa bella diouzh Doue ha trec'h e vez pa zistro davetañ[2]. Skrivet e vefe bet al levr etre ar VIIvet kantved hag ar Vvet kantved kantved kent JK.

Notennoù

kemmañ
  1. Kentañ Levr Shmouel,10.
  2. (fr) La Bible de Jerusalem, Cerf, embannadur 1997, pp. 304-306 (ISBN 978-2-204-01491-5)