Listenn departamantoù gall Katalonia
Goude an Dispac'h Gall e 1789 ha krouidigezh an departamantoù er Rouantelezh C'hall e 1790 ez eas armeoù ar Republik C'hall da aloubiñ broioù all hag e voe krouet departamantoù nevez ganto en Izelvroioù, ha war-lerc'h gant Bonaparte e Spagn, en Alamagn, en Italia.
Pevar departamant a voe krouet e Spagn e 1812, el lodenn eus Katalonia a zo er c'hreisteiz d'ar Pireneoù eta, rak un departamant gall all a oa e Katalonia an Hanternoz abaoe 1791, anvet Pyrénées-Orientales.
Roll an departamantoù gall e Katalonia
kemmañAnv | Pennlec'h | Padelezh | |
---|---|---|---|
Bouches-de-l'Èbre | Lleida | 1812-1813 | |
Bouches-de-l'Èbre-Montserrat | Barcelona | 1813-1814 | |
Montserrat | Barcelona | 1812-1813 | |
Sègre | Puigcerdà | 1812-1813 | |
Sègre-Ter | Girona | 1813-1814 | |
Ter | Girona | 1812-1813 |
Departamantoù 1813
kemmañD'ar 7 a viz Meurzh 1813 e voe lakaet ar pevar departamant d'ober daou :
- Bouches-de-l'Èbre-Montserrat, diwar gendeuziñ Bouches-de-l'Èbre ha Montserrat (pennlec'h : Barcelona )
- Sègre-Ter, diwar gendeuziñ Sègre ha Ter (pennlec'h : Girona)
Hiriv
kemmañAbaoe 1814 ne chom nemet un departamant gall ken e Katalonia, ar Pyrénées-Orientales, gant Perpinyà da gêr-benn.