Listennad an anvioù-verboù hep dibenn anv-verb
Un toullad anvioù-verboù brezhonek n'o deus ket a zibennoù da verkañ an anv-verb.
Dibennoù-verb
kemmañ- Gwelout ar pennad: Dibennoù an anv-verb
Merkoù zo d'an anv-verb e brezhoneg. Lavaret ha skrivet e vez:
- digeriñ (pe digoriñ)
- gallout, gwelout
- kemmañ,
- kregiñ (pe krogiñ)
- labourat, lavarout
- sellout
- echuiñ
Arabat kemmeskañ an anv-verb ha pennrann ar verb (a dalvez da stummañ an doare-gourc'hemenn) : digeriñ / digor !, labourat / labour !
Listennad verboù
kemmañSed amañ ar verboù anavezetañ ha muiañ implijet ha n'o deus dibenn ebet ; lod anezho a c'hall kaout un dibenn anv-verb pe meur a hini, ha meneget int er rannbennad izeloc'h.
A | ambroug • anzav • argas • arsav • astenn • aters |
B | bale • barn • breskenn |
CH | cheñch • choaz • chom |
C'H | c'hoari |
D | dale • daskor • daspugn • dastum • degas • degemer • desav • desev • dezrevell • diarbenn • dibab • difenn • dilenn • dinac'h • diroll • diskar • diskenn • diskouez • dispenn • dispign • displeg • diwall • diwan • dizarbenn • dizolo • dizon • dougen ("dougenn" e Leon) |
E | embann • endramm • eskemm • espern |
F | flach |
G | golo • goro • gortoz • gouarn • goullonder • gourc'hemenn • gourdrouz • gouren • gourvez • gouzañv |
H | harz • heuilh |
I | implij • intent |
K | kas • kelenn • kemenn • kemer • kemmesk • kempenn • kinnig • klask • klemm • kofes • koll • kompren • komz • koroll • kutuilh |
L | lenn |
P | paouez • pellgomz • pourchas • pourmen • prezeg |
R | rebech • ren • resev • respont |
S | sarmon • selaou • servij • sikour • son • stourm |
T | tamall • tañva • touch • tremen |
Y | yun |
Verboù daou stumm dezho
kemmañHep dibenn ebet pe gant unan
kemmañVerboù zo, hag a vez alies hep dibenn, a c'hall kaout unan a-wechoù
- barn, barnañ
- chom, chemel
- daskor, daskoriñ
- harz, herzel, harzañ
- heuilh, heuliañ
- implij, implijout
- kemer, kemerout
- kinnig, kinnigen
- kofes, kofesaat
- servij, servijout
- son, seniñ
- yun, yunañ
Gant meur a zibenn
kemmañ- fiziañ, fiziout
- gweskel, gwaskañ
- herzel, harzañ
- stekiñ, stokañ
- stlepel, stlapañ
- trec'hiñ, troc'hañ
Levrlennadur
kemmañ- Yezhadur bras ar brezhoneg, Frañsez Kervella, Skridoù Breizh
- Pok din, Jozefin, Mark Kerrain, Sav-Heol.