Llanddewi Nant Hodni

Ur pennad Llanddewi zo ivez.

Llanddewi Nant Hodni pe Llanddewi Nant Honddu (a-wechoù Llanhonddu pe Llanhodni; Llanthony e saozneg) zo ur gêriadenn vihan eus Sir Fynwy, e gevred Kembre. Emañ en hanternoz da Y Fenni, e gwalarn ar gontelezh, war an hent a gas da g-Capel-y-ffin hag Y Gelli Gandryll e kontelezh Powys. War lez ar stêr Honddu emañ.

Llanddewi Nant Hodni gwelet eus ar c'hornôg.
Prioldi Llanddewi Nant Hodni

Emañ ar gêriadenn en draoñienn digenvez anvet Dyffryn Ewias, war harzoù reter ar Mynydd Du ha Park Broadel Bannau Brycheiniog.

E-kichen ar gêriadenn emañ dismantroù Prioldi Llanddewi Nant Hodni, savet gant an aotrou William de Lacy, aotrou broig Ewias, e deroù an XIIvet kantved. A-raok ar mare-se dija e oa ur peniti keltiek eno. Tremen a reas Giraldus Cambrensis, arc'hdiagon Brycheiniog, dre ar prioldi e 1188 ha kontañ a ra e voe savet ar peniti gant daou benitiour kembreat. Llan Nant Hodni, hag a yeas diwezhatoc'h da Llantoni, e oa anv ar prioldi nevez, ha se eo orin stumm saoznek anv ar gêriadenn hiziv (Llanthony).