Llanwytherin
Llanwytherin (saoznekaet e Llanvetherine)[1] zo ur gêriadenn hag ur barrez e Sir Fynwy, e gevred Kembre. Emañ er reter da gêr Y Fenni, war an hent da Ynysgynwraidd.
Savet e voe an iliz gant sant Gwytherin[2]. Ur maen zo bet kavet gant an enskrivadurioù latin S. Vetterinus ha Ixcob Psona, ma c'hallfe bezañ anv eus ur person anvet Jacobus. Bremañ eo gouestlet an iliz da sant Jakez an Henañ.
E-kichen Llanwytherin emañ Castell Gwyn, ur c'hastell eus ar Grennamzer, anvet da gentañ Kastell Llandeilo[3], hag unan eus an tri c'hastell bras a voe savet er c'horn-bro goude aloubadeg an aotrouien norman evit kabestrañ al lodenn-se eus Marz Kembre.
Tremen a ra Gwenodenn Kleuz Offa dre ar gêriadenn.
Daveoù
kemmañ- ↑ Enwau Cymru
- ↑ T. D. Breverton, The Book of Welsh Saints (Glyndŵr Publishing, 2000), p. 316.
- ↑ Castle of Wales - White Castle