Loaioù-dour a reer e brezhoneg eus plant a gresk hag a vleugn en dour dous : lennoù, loc'hoù, stankoù, ha dourredennoù gorrek o c'has. E strad an dour e vez gwrizioù ar plant, a c'hall bezañ ken hir ha 5 metr, ha war ar gorre e vez o delioù bras pe vrasoc'h hag o bokedoù.

Rummataouriezh

kemmañ

E pevar (4) c'herentiad emañ renket ar pevarzek (14) genad hag ar c'hant pevar ha tri-ugent (164) spesad loaioù-dour anavezetañ.

Riezad Plantae
Isriezad Tracheobionta
Skourrad Magnoliophyta
Kevrennad Magnoliopsida
Iskevrennad Magnoliidae Asteridae
Urzhad Nymphaeales Solanales
Kerentiad Cabombaceae
Rich. ex A.Rich. 1822
Nelumbonaceae
A.Rich. 1827
Nymphaeaceae
Salisb. 1805
Menyanthaceae
Dumort. 1829
Genadoù 2 1 5 6
Spesadoù 8 2 78 76
 
Brasenia schreberi
Gmel. 1791
 
Nelumbo nucifera
Gaertn. 1788
 
Nymphaea nouchali
Burm.f. 1768
 
Nymphoides indica
(L.) Kuntze 1891

Deskrivadur

kemmañ

Eus an atredoù naturel en em vergn e strad an dour izel chag pe chakoc'h e kresk un dangorzenn betek ar gorre ma tispak delioù damgelc'hiek asket-don el lec'h m'eo stag korf an delienn ouzh al lostig.
War-neuñv e chom an delioù hag ar bokedoù, a gresk war-eeun diwar an dangorzenn dre lostigoù hir.

Gounezerezh

kemmañ

Eus an urzhad Nymphaea e teu al loaioù-dour a c'hounezer el liorzhoù (daoust d'an nav nénuphars dont eus Nufar lutea en urzhad Solanales), ha hroned eo an darn vuiañ anezho.

Anvioù

kemmañ
  • Loa-dour

An anv-se a voe roet gant H. du Rusquec en e c'heriadur galleg-brezhoneg (1886) evit ar pennger MACLE[1] ; macre eo anv gallek all ar blantenn-se, Trapa natans er c'herentiad Haloragaceae, ha kistinenn-dour e brezhoneg[2].

  • Loa-zour
Loaioù-dour eo an anv paotañ evit ar plant eus ar c'herentiad Nymphaeaceae[3],[4],[5],[6],[7],[8].
  • Skudell-dour
Dre fazi e reer skudell-dour eus plant ar c'herentiad Nymphaeaceae, da heul Roparz Hemon[9] rak nénuphars n'int ket, pa'z int izili eus ar c'herentiad Araliaceae, plant-red a gresk e metoù gleb. Hydrocotyle vulgaris eo anv skiantel ar spesad, a zo anvet écuelle d'eau e galleg — alese ar fazi moarvat[10],[11].

Skeudennaoueg

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. 'Geriadur H. du Rusquec'. Kavet : 22/02/2022.
  2. Geriadur Ménard / MACRE.
  3. LOA-ZOUR, s. f. Nénufar ou lis d'étang, plante aquatique, Pl. loaiou-dour. Mot à mot CUILLER D'EAU. Voyez LUGUSTR. Dictionnaire breton-français de Le Gonidec, 1850.
  4. loa-zour f. loaioù-dour nénuphar. Geriadur brezhoneg-galleg Roparz Hemon, 6vet embannadur, 1978, pajenn 524b.
  5. NÉNUFAR (M.) Loa-zour (F.), Dictionnaire classique français-breton, Levrenn VII, pajenn 2401a, miz Kerzu 1990.
  6. Devri : loa-zour f. loaioù-dour
  7. NÉNUPHAR loa-zour f. loaioù-dour; kaolenn-zour f.; kaol-dour coll.; loa-ran f. loaioù-raned; loa-skignan f.; loaioù-skignaned, Dictionnaire français-breton (Martial Ménard), 2012, pajenn 911a ; 2020, pajenn 902b.
  8. TermOfis Ofis publik ar brezhoneg : nénuphar (général) | loa-zour | b. | loaioù-dour (étudié).
  9. kudell-dour f. nénuphar. Geriadur brezhoneg-galleg Roparz Hemon, 6vet embannadur, 1978, pajenn 738b.
  10. Devri : skudell-zour f. skudelloù-dour (botanique) Hydrocotyle Hydrocotyle vulgaris.
  11. HYDROCOTYLE (Hydrocotyle vulgaris) skudell-zour f. skudelloù-dour, Dictionnaire français-breton (Martial Ménard), 2012, pajenn 694a ; 2020, pajenn 689b.