Loeiz ar C'hlerg
Loeiz ar C'hlerg[1], pe Louis Le Clerc ent-ofisiel (30 a viz Mezheven 1861 – 27 a viz Kerzu 1944), Kloareg ar Wern e anv-pluenn[2], a oa beleg, kelenner ha skrivagner brezhoneg.
Eus Lanrodeg, e-kichen Gwengamp, e oa genidik Loeiz ar C'hlerg. Goude bezañ bet beleget e 1885 e voe lakaet da gelenn e skolaj Itron-Varia Wengamp. Skol vrezhoneg a grogas d'ober eno d'e skolidi e 1897, bloaz goude digoret hini Sant Charlez Sant-Brieg gant Frañsez Vallée. Evito e savas ul levr yezhadur, Grammaire bretonne du dialecte de Tréguier, hag ul levr poelladennoù da-heul, Exercices sur la grammaire bretonne du dialecte de Tréguier.
Brudet eo e levrioù Ma beaj Jeruzalem (1903) ha Ma beaj Londrez (1910), ma kont e eñvorennoù-beaj en ur brezhoneg tregeriek eus ar c'hentañ.
E 1920, aet hanter dall, e voe lakaet da labourat, da eiler, gant beleien Lannolon. E 1926 e roas e zilez hag ez eas da di ar veleien gozh, a oa e karmel Sant-Brieg, hag eno e varvas e 1944.
Oberennoù
kemmañ- Ma Beaj Jeruzalem, ti-moullañ Prud'homme, Sant-Brieg, 1903, adembannet gant Emgleo Breiz, 1997.
- Ma Beaj Londrez, ti-moullañ Sant-Gwilherm, Sant-Brieg, 1910.
- Grammaire bretonne du Dialecte de Tréguier, ti-moullañ Prud'homme, Sant-Brieg, 1908 ; adembannet gant Emgleo Breiz, 1986.
- Exercices sur la grammaire bretonne du dialecte de Tréguier, ti-moullañ Prud'homme, Sant-Brieg, 1910.
- Levr-ambroug evit diski komz an holl yezou, savet gant L. ar C'hlerg ha Yann-Vari Normand, ti-moullañ Prud'homme, Sant-Brieg.
Menegoù
kemmañ- ... eun enor eo d'imp, tud a vreiz Izel, komz memez tra, pe dost, evel ma komze Verkingetotix, unan euz ar re o deuz graet ar muian a eno da Vro-C'hall. Ma Beaj Jeruzalem.
- Etouez an devezio am euz tremened en Jeruzalem, heman eo an hini an euz græt ar muian a vad d’am c’halon a Fransez ha d’am c’halon a Vreizad. N’ho peuz ket ezom da c’houlen diganin ha bet he deuz lod en o dudi ma c’halon a gristen : rak hep ar gwir fe n’hellomp ket kaout eur garante wirion ’vit hon diou Vamm-Vro, an hini vraz hag an hini vihan. Ma Beaj Jeruzalem.
Levrlennadur
kemmañ- L'abbé Louis Le Clerc (1861-1944) ou la politique du breton d'un abbé régionaliste : Kloareg ar Wern, kounskrid mestroniezh istor gant F. Personig, Skol-veur Breizh-Izel, 1997
Liammoù diavaez
kemmañ- Exercices sur la grammaire bretonne du dialecte de Tréguier, el lec'hienn Gallica
- Ma Beaj Jeruzalem, el lec'hienn Gallica
Notennoù
kemmañ- ↑ Lukian Raoul, Geriadur ar skrivagnerien ha yezhourien, 1992, p. 208. Koulskoude n'eo ket an anv-se a gaver war goloioù e levrioù.
- ↑ Kloareg ar Wern e anv-pluenn, met L. Le Clerc war e levrioù.