Louis Lingg
Louis Lingg, ganet d'an 9 a viz Gwengolo 1864 ha marvet d'an 10 a viz Du 1887, a oa un anarkour alaman-stadunanat en em lazhas pa oa en toull-bac'h goude bezañ kondaonet d'ar marv dre grougañ. Rebechet e oa bet dezhañ bezañ ezel eus ar strollad sponterien a aozas an Haymarket Square bombing. Lingg en em lazhas dre un darzhadenn en e loch toull-bac'h nebeut amzer a-raok bezañ krouget. N'eo ket sklaer peseurt roll en devoa bet Lingg er gwalldaol.