Luang Prabang (pe Luang Phrabang pe Louangphrabang; ຫຼວງພະບາງ, Lūang Phabāng, distaget [lúaŋ.pʰā.bǎːŋ] e laoeg) zo ur gêr vras e hanternoz Laos. E 2005 e oa 47 510 a dud o vevañ eno. Kêr-benn proviñs Luang Prabang eo. Kêr-benn rouantelezh kozh Lan Xang e oa ha kêr-benn Laos e oa en amzer an trevadennerezh gall. Betek diskar rouantelezh Laos e 1975 e oa lec'h-annez ar roue.

Ur porzh eo, war ar stêr Mekong, evel m'eo ivez Viangchan, 300 kilometr izeloc'h. Abaoe ar bloavezhioù 1990 e teu touristed estren di, ha lakaet e oa bet war roll lec'hiennoù Glad ar bed gant UNESCO e 1995[1].

Brudet eo Luang Prabang abalamour d'an temploù boudaat ha d'ar manatioù niverus a gaver enni. Bep mintin e vez menec'h a-leizh o vale dre ar straedoù hag o c'houlenn an aluzen. E-touez lec'hiennoù brudetañ kêr emañ torgenn Phou Si, 150 metr uhelder dezhi, gant azeuldi Wat Chom Si e krec'h anezhi.

Luang Prabang, gwelet eus Phou Si
Templ boudaat e Luang Prabang

Notennoù kemmañ



 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.