Lucrezia Buti
Lucrezia Buti (Firenze, 1433 pe 1435 - XVIvet kantved) a oa ul leanez italian, deuet da vout pried al livour Fra Filippo Lippi a oa bet manac'h. Mamm e oa d'al livour Filippino Lippi.
He buhez
kemmañMerc'h e oa da Francesco Buti ha Caterina Ciacchi. Mervel a reas he zad war-dro 1450. Lakaet e oa bet neuze, moarvat gant he breur henañ Antonio, deuet da vout penn un tiegezh unnek bugel, e manati Santez-Katelin ar Prato, da vezañ leanez, hag he c'hoar Spinetta evelti. E 1454 e oa deuet da vout leanez.
Er manati, e 1456, e tegouezhas, hervez Giorgio Vasari, gant Fra Filippo Lippi, anvet da aluzener ar gouent. Hennezh a laboure e kêr war stern-aoter ar Madonna dà la Cintola a san Tommaso. Lucrezia Buti eo an hini a servijas da batrom evit ar santez Marc'harid, en dorn kleiz war al livadur orin.
Orgediñ outi a eure Filippo gozh, he skrapañ e-pad prosesion ar Sacra Cintola, hag he degemer en e di. O-daou e oant bet lakaet dre heg da vout menec'h gant o zud, re baour d'o magañ.
Trouz bras a voe e kêr Firenze abalamour d'an darempred etre ar manac'h hag al leanez. Bec'h en doe Lippi gant barnerien Firenze, a felle dezho e gondaoniñ abalamour d'e wallober a veze gwelet evel un torfed bras en amzer-se gant an Iliz: lakaat servijerezed Doue da bec'hiñ a oa un torfed spontus. Hogen harpet e voe gant Cosimo de' Medici a eas d'ar Vatikan da c'houlenn truez outañ digant ar pab Pi II, hag a blegas da c'hoant an arc'hanter gant disammañ Fra Filippo ha Lucrezia eus o gouestloù.
Bevañ a raent en un ti tost d'an iliz-veur, Piazza del Duomo, e Prato, ma veze-eñ oc'h ober ur murlivadur ar chapel vrasañ an iliz. Soñjal a reer eo Lucrezia a servijas da batrom dezhañ da boltrediñ Salome, hag eo hi a weler e taolennoù all c'hoazh, evel al Lippina brudet a weler en Uffizi e Firenze.
En 1458, pa oa oadet a 52 vloaz, e timezas Lippi da Lucrezia, 25 bloaz neuze, hag ur mab dezhi.
He bugale
kemmañDaou vugel he doe:
- Filippino Lippi, en 1457,
- Alessandra, en 1465.
Lennegezh
kemmañ- Ur varzhoneg saoznek gant Robert Browning anvet 'Fra' Lippo Lippi' ([1])
- Ur varzhoneg italianek gant Gabriele D'Annunzio (a lavare bezañ 'Il secondo amante di Lucrezia Buti') en e zastumad 'Elettra'[2].
Notennoù
kemmañLiammoù diavaez
kemmañ- (it) Buhez Lucrezia Buti