Luitgard
anv merc’hed
Luitgard pe Liutgard, zo un anv-badez alamanek, bet roet da veur a briñsez frank.
Gerdarzh
kemmañEus an henalamaneg uhel e teu an anv-se, hag e talvez : « gwarez ar bobl ». Dont a ra eus ar stumm kozh-bras Liutgard, eus liut a dalvez « tud », « izili ur bobl » , hag eus gard a dalvez « gwarez » (gwelout ar ger alamanek Garten : liorzh).
Stummoù all
kemmañ- Luitgart, Luitgardt
An anv-se a zo ivez diazez an anvioù-familh Luckhardt, Lauckhardt, Lauckhard ha Laukart.
Tud anvet Liutgard
kemmañPriñsezed
kemmañ- Luitgard, rouanez ar Franked (marvet d'ar 4 a viz Even 800), pedervet gwreg Karl Veur
- Liutgard von Sachsen (tro 845 - 885), gwreg an impalaer frank Ludwig III
- Luitgard von Wittichen, gwenvidigez, krouerez kouent Wittichen
- Liutgard (931–953), merc'h d'an impalaer Otto Iañ ha d'e eil gwreg Editha.
- Luitgart (marvet goude 1150), c'hoar Friedrich I, bet leanez e Zwiefalten
- Liutgart von Tübingen, gwreg Burkhard V (marvet e 1318), kont Nagold-Wildberg.
- Liutgard von Beutelsbach