Lupus Iañ Akitania
Lupus Iañ Akitania (anavezet ivez evel Lupo, Loup, Lobo, Otsoa, pe Otxoa) a oa dug Akitania, ha marteze dug Gwaskogn ivez, etre 673 ha 676, pe marteze betek 710[1]). Alies e vez lavaret e oa tad pe kar da Lupus II, pa zeraouer tierniezh an Eudonianed, gant Odo Akitania.
Soñjal a reer e oa euskarat a orin.
E vuhez
kemmañN'ouzer ket pegoulz e voe lakaet da zug Akitania na Gwaskogn.
Gouzout a reer e kemeras war-lerc'h Felix Akitania, a hañval e zugelezh bezañ bet heñvel a-walc'h ouzh hini Charibert II en e raok, hag e oa unan eus e geneiled da gentañ, a-raok en em sevel a-enep dezhañ goude 658, pa oa Ebroin an hini a oa maer ar palez[2].
E 673 e talc'he kêrioù Toloza ha Bourdel hag emglev a reas gant Flavius Paulus a-enep Wamba, roue ar Visigoted, hag arsailhat a reas kêr Béziers[3] En Historia Wambae Regis ez eus anv eus un dug frank a arsailhas kêr Béziers e-pad emsavadenn an Dug Paul, dug Septimania[4]., e 672.
Etre 673 ha 675 ec'h aozas ur vodadeg eskibien a bouez e Bourdel[5].
Hervez ar Miracula Martialis, e vrezelias gant Saint-Léger a-enep Ebroin, a oa maer ar palez. Met faezhet e voent ha lazhet e voe Garin, breur Léger. Gant Lupus e voe degemeret ar faezhidi. Kenderc'hel a reas gant ar stourm hag e 675 e klaskas kemer kêr Limojez, met gloazet-fall e voe e 676.
N'ouzer ket petra e teuas da vout goude, n'eo ket sur e varvas neuze.
E diegezh
kemmañKerentiezh en doa e korn-bro Toloza ma oa e-touez koskor Felix. Koulskoude e ouzer e oa perc'henn ivez e kostez Orleañs. E anv a orin latin a gaver kentoc'h war-dro Champagn, ma oa anv meur a aotrou hag eskob.
Tud anvet Lupus
kemmañLupus zo bet anv meur a aotrou hag eskob en hanternoz Galia. Un anv latin, eus Champagn eo. Krediñ a reer e oant holl kerent en un doare bennak:
- Lupus, eskob Troyes de 427 à 475
- Lupus, eskob Soissons eus 511 da 532, niz da Rémi, eskob Reims a vadezas ar roue frank Clovis Iañ.
- Lupus, eskob Châlons en 535
- Lupus, dug Champagn de 571 à 584, tad Romulf, possessionné à Tours, Poitiers et Orléans et frère de Magnulf, évêque de Toulouse vers 585.
- Lupus, eskob Sens en 612
- Lupus, eskob Troyes e deroù ar VIIvet kantved,
- Lupus, eskob Limoges en 631
Deuet e vije un den eus Champagn eta da sevel tiegezh da Akitania war-dro dibenn ar VIvet kantved.
E vugale
kemmañN'eus ket bugale anavezet dezhañ. E 769 ez eus anv eus ul Lupus, dug Vaskonia[6], hag en devoa graet emglev gant Hunald, dug Akitania, ha deuet hennezh da glask repu d'e geñver, hag a voe roet d'ar Franked koulskoude. Krediñ a reer e oaun diskennad da Lupus Iañ, met n'eo ket sur e oa mab dezhañ. N'haller ket fiziout war karta Allaon, a zo ur falsdihell savet er XVIIvet kantved, ha n'eus bet kavet dihell all da brouiñ mann.
Notennoù
kemmañ- ↑ Estornés.
- ↑ Miracula.
- ↑ Lewis, p 400 and n127. Julian of Toledo, p 524-5, a lavar princeps anezhañ.
- ↑ Foundation for Medieval Genealogy : Lupus and Boggis, duke of Aquitaine.
- ↑ Ibid. Higounet, p 20 and n43. viro inlustri Lupone duce feal e oa da Childerig II.
- ↑ Un anv all evit Gwaskogn.
Pennadoù kar
kemmañLevrlennadur
kemmañ- Higounet, Charles. Bordeaux pendant le haut moyen age. Bordeaux, 1963.
- Julian of Toledo. Historia Wambæ regis. MGH SS rer Merov V.
- Miracula Sancti Martialis Lemovicensis. MGH SS XV.
Liammoù diavaez
kemmañ- Estornés Lasa, Bernardo. Auñamendi Encyclopedia: Ducado de Vasconia.
- Sedycias, João. História da Língua Espanhola.
- Monlezun, Jean Justin. Histoire de la Gascogne. 1846.
- Foundation for Medieval Genealogy: Gascony.
- Lewis, Archibald R. "The Dukes in the Regnum Francorum, A.D. 550-751." Speculum, Vol. 51, No. 3. (Jul., 1976), pp. 381–410.
- Pennad savet diwar ar pennadoù er wikipediaoù saoznek ha gallek.