Hlodwig Iañ
|
C'hlodwig, pe Hlodwig (war-dro 466 – 27 a viz Du 511), a oa roue ar Franked Salian, war-lerc'h e dad Childerig Iañ, war-dro 480 goude Jezuz-Krist, en ur vro er c'hornôg d'ar stêr Roen, en-dro da gêr Tournai. Eñ eo ar roue frank kentañ a unvanas ar meuriadoù frank en-dro dezhañ. Dont a reas a-benn da astenn e veli war an darn vuiañ eus Galia. Gwelet e vez gant an istor ofisiel gall evel kentañ roue Bro-C'hall. Dont a reas e anv da vezañ skrivet Louis e galleg ha Loeiz e brezhoneg.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Rouantelezhioù ar Franked |
Anv e yezh-vamm an den | Chlodovechus |
Anv-bihan | Clovis, C'hlodwig |
Titl noblañs | Roue ar Franked |
Deiziad ganedigezh | 466 |
Lec'h ganedigezh | talvoud dianav |
Deiziad ar marv | 27 Du 511 |
Lec'h ar marv | Pariz |
Lec'h douaridigezh | Abbey of St Genevieve |
Tad | Childerig Iañ |
Mamm | Basina |
Breur pe c'hoar | Audofledis, Lanthilde, Aboflede |
Pried | Hlotilde, frankish princess |
Familh | Meroveed |
Micher | monark |
Karg | Roue ar Franked, konsul |
Relijion | Paganiezh c'herman, kristeniezh |
Prantad | Low Roman Empire, late antiquity |
Gerdarzh
kemmañHlod a zo evit brud ha wig evit emgann e henc'hermaneg. Stumm alamanek hiriv: Ludwig ha stumm latinaet : Ludovicus. Penn al lignez roueed kentañ e Bro-C'hall eo bet Hlodwig, anvet Meroveed diwar anv un tad-kozh.
Galia e dibenn ar Vvet kantved
kemmañE dibenn ar Vvet kantved goude Jezuz-Krist e oa aet beli an Impalaeriezh roman da get e Galia. Meur a bobl c'herman, a veze graet Barbared anezho, a oa o ren e rouantelezhioù bihan.
- Ar Franked staliet e Biz Galia, o doa servijet da soudarded-skoazell da zifenn harzoù an Impalaeriezh,
- Ar Vurgonded staliet e pastell-vro Lugdunum hag e Savoia (Sapaudia)
- Ar Wizigoted staliet e Su al Liger hag el Lenguadoc
Koulskoude e oa chomet milourien galian-roman hag a oa mestr war pastelloù-bro zo, evel hini Soissons e-lec'h ma rene Syagrius.
Hlodwig, mab da Hilderik Iañ ha da vBasina, a zeuas da vezañ roue war ur rouantelezh tro-dro da Tournai e Belgia a hiriv.
Dimeziñ ha bugale
kemmañGant ur vaouez dianv :
Dimezet e oa da Glotilde.
- Klodomir (w-d 495 - 25 a viz Even 524) a voe roue ar Franked, asambles gant e vreudeur, eus 511 da 524.
- Childebert Iañ, roue Pariz, war-dro 511-558
- Klotar Iañ.