Macaca munzala
| |||
---|---|---|---|
Macaca munzala (ur par).
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Mammalia | ||
Urzhad : | Primates | ||
Kerentiad : | Cercopithecidae | ||
Genad : | Macaca | ||
Anv skiantel | |||
Macaca munzala Sinha, Datta, Madhusudan & Mishra, 2005 | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Macaca munzala[1] a zo ur spesad makaked eus kerentiad ar Cercopithecidae.
Deskrivet e oa bet kenkent ha 1997 gant ar skiantour indian Anwaruddin Choudhury[2] (1959-) a soñjas dezhañ ne oa an taxon nevez-mañ nemet un isspesad eus ar makak Tibet. N'eo nemet e 2004 ma voe lakaet da wir spesad da-heul labourioù ur strollad skiantourien indian[3]. Ne oa ket bet kavet spesad nevez makaked ebet abaoe 1903, pa voe deskrivet Macaca pagensis gant al loenoniour stadunanat Miller (1869-1956).
Graet e vez "munzala" anezhañ e moinbeg, unan eus yezhoù annezidi Arunachal Pradesh : talvezout a ra kement ha marmouz ar c'hoad don.
Doareoù pennañ
kemmañBoued
kemmañAnnez
kemmañBrosezat eo al loen en Arunachal Pradesh, unan eus stadoù India e biz ar vro (ouzh harzhoù Bhoutan ha Tibet).
Luc'hskeudennet e oa bet e 2006 e Trashiyangtse (Bhoutan) ivez.
Liamm diavaez
kemmañNotennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ N'en deus al loen anv boutin ebet testeniekaet e brezhoneg evit poent.
- ↑ The mystery macaques of Arunachal Pradesh e-barzh Rhino Foundation Newsletter, 2004.
- ↑ Macaca munzala: A New Species from Western Arunachal Pradesh, Northeastern India e-barzh International Journal of Primatology, miz Eost 2005