Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Madeleine Riffaud, bet ganet d'an 23 a viz Eost 1924 en Arvillers (Somme, Bro-C'hall), a zo bet ur gazetennerez, ur varzhez hag un harzerez c'hall da goulz an Eil Brezel-bed.

Ne oa nemet triwec'h vloaz pa reas he mennozh mont da stourm ouzh an Ac'huberien nazi, Rainer hec'h anv en harzerezh. Kemer a reas perzh en un nebeud tagadennoù a-enep al lu alaman : anavezet-mat eo-hi dre m'he devoa tapet, a-gevret gant un dornad harzerien all, un treniad soudarded hag a glaske tremen dre riboul Les Buttes Chaumonts da vare emgannoù Dieubidigezh Pariz (22 ha 23 a viz Eost 1944).

Liammoù diavaez kemmañ