Maner Rustefan
Maner Rustefan zo ur maner kozh ag ar XVvet ha XVIvet kantved kouezhet en e boull. E parrez kozh Nizon emañ, e-kichen Pont-Aven e Kerne-Izel. Àr-dro 1480 e oa bet savet get Jean du Fou, chambarlank ar roue Loeiz XI, hanafour bras Frañs.
War a ouier e oa bet savet ar c'hastell kentañ el lec'h m'emañ bremañ gant Etienne, kont Penteür, ur mab da zug Breizh. E 1137 e oa marvet. "Rustefan" a dalvez "Kastell Etienne" e brezhoneg kozh. Gouzout a ouier e oa bet kastell Rustefan da rouanez Bro-C'hall, Blanche de Castille.
Lec'hiet eo war lez ur c'hoad bras, puilh ar jiboez ennañ, ur c'hoad hag en em astenne en un darn vras eus parrez Nizon. Setu perak, hervez istorourien zo, e vefe anv eus un ez-pennti jiboez da zuged Breizh. (pe da rouanez bro-C'hall?)
Ar savadur a-vremañ a zo bet savet gant Yann ar Faou, mab Jehan kentañ ar Faou, aotrou Kerjestin en Erge-Vras hag aotrou Rustefan, gwaz Tifenn Sant-Juzel. Aet e oa Yann II ar Faou d’an anaon e 1492.
Merc'h Jean II ar Faou ha Jeanne de la Rochefoucault, itron Montbazon, Renée ar Faou, a zimezas dre gevrat, e Teurgn, d'an 9 a viz Eost 1492, da Loeiz III Roc'han-ar Gemene, marc'heg, aotrou ar Gemene, Montauban, Romefort, ha lec'hioù all, marvet e 1498.
Ar familh Roc'han a oa c'hoazh kastell Rustefan en he c'herz e 1536. E penn kentañ ar 17vet kantved avat e oa bet gwerzhet ar maner da Charles de Guer, baron Pontkalleg.
Gant ar familh La Pierre e tegouezhas ar c'hastell goude ha war-lerc'h d'an Euzenou eus Kersalaun. Deskrivet e oa ar c'hastell kozh evel rivinoù gant Jacques Cambry e 1794, ha gwerzhet e oa bet evel mad broadel d'an 8 a viz Gouere 1798.
Damc'houde e oa bet dismantret an talbenn a-dreñv gant an daou berc'henn a oa labourerien-douar. Implijet e oa bet dafar an talbenn-se evit sevel un toullad skiberioù. Kendalc'het e oa bet an dispenn adalek 1832 betek 1864.
E 1887 e voe graet ur boulc'het all er rivinoù adarre. Kuzul departamant ha kevredigezh arkeologel Penn-ar-Bed o doa klasket enebiñ hepdale ouzh an drasterezh-se. Ar pezh ne viras ket ouzh benvegoù ar vañsonerien da lakaat talbenn ar maner da gouezhañ en e boull.