Manex
Manech pe Manex zo ur stumm euskarek d'an anv Iban, hag a glot gant Yann e brezhoneg. Anavet eo dreist-holl e Benafarroa, met graet e vez Manex ivez dre fent ouzh an dud ac'hano gant re Zuberoa ha Lapurdi.
Deñved
kemmañRoet eo an anv d'ur ouenn deñved ivez, tri rumm anezho:
- ar re pennoù du,
- ar re pennoù rous,
- hag ar re vihan, pe Xaxi Ardia, pe Sasi Ardia.
-
Dañvadezed manech pennoù du.
-
Dañvadezed manech pennoù rous.
-
Deñved manech bihan.
Istor
kemmañBrudet eo bet an anv gant ur film gall en 2004, anvet Un long dimanche de fiançailles. 4 bugel zo bet anvet Manech en Bro-C'hall en 2004, 30 e 2005.
Tud zo a gred eo un anv brezhonek[1]. E Breizh e vez skrivet Manec'h zoken, ha roet eo bet ur wech e Roazhon[2]. Kemmesk a vefe gant anv Port Manec'h, e Nevez.
Liamm diavaez
kemmañNotennoù
kemmañ- ↑ Kaozioù db an anv: [1].
- ↑ E Rennes Infos