Marbod
Marbod, pe Marbodius (e latin), ganet en Angers e 1035 ha marvet e 1123 , a oa un arriagon anjevat, skolaer ha skrivagner latin, hag a voe anvet da eskob Roazhon e 1093. Skrivañ a reas un toullad oberennoù, e latin, brudet e lez konted Anjev, Jafrez II (1006-1060), kont Anjev adalek 1040, ha Jafrez III adalek 1060.
E vuhez
kemmañSkoliet e oa bet e skol an eskopti en Angers. Ren anezhi a reas adalek 1067.
Anvet e voe da eskob Roazhon goude eured ar briñsez anjevat Ermengarde da Alan IV , dug Breizh. Mignon e oa d'ar briñsez-se, hag a oa merc'h da Foulk IV, kont Anjev, ha c'hoar da Jafrez II ( 1006 -1060), kont Anjev war-lerc'h e dad, ha skrivañ a reas barzhonegoù latin dezhi.
Evel-se e teuas da eskob war-lerc'h Jelvestr Gwerc'h, a oa e diegezh e penn an eskopti abaoe ur c'hantved, evel un dierniezh eskibien.
Eskobet e voe Marbod e 1096 gant ar pab Urban II pa deuas da Vro-C'hall.
Enebiñ a reas ouzh Robert d'Arbrissel, a blije da Ermengarde : tamall a rae dezhañ bevañ e-touez maouezed (ar pezh a zo bet anvet syneisaktism) war zigarez stourm ouzh an temptadur, dougen dilhad droch, ha rebech garv o buhez fall da dud ar bobl ha dreist-holl d'an dud uhel ha d'an dud a iliz. Gwelloc'h e oa gant Marbod mont dre gaer ha kemer perzh er senedoù-iliz.
E 1120 e kuitaas e garg da vont da abati Sant-Albin Anje, da vanac'h. Ur manac'h eus Sant-Albin, Hamelin, a voe eskob Roazhon en 1121. Mervel a eure en 1123.
E oberennoù
kemmañSevel a reas buhezioù-sent, sent eus Anjev, e komz-plaen, hag e gwerzennoù an Historia Theophili, ar Passio Sancti Laurentii, forzh kantikoù .
- Al Liber lapidum seu de gemmis, a zispleg vertuzioù hag efedoù un 60 maen prizius war ar yec'hed .
Troidigezhioù
kemmañUn droidigezh c'hallek eus e gantikoù a voe embannet gant Guy Ropartz e Roazhon e 1873.
Lennegezh
kemmañGant e vuhezskrid e gwerzennoù diwar-benn Santez Tais, ur c'hast egiptat aet da benedourez er IVvet kantved, e voe awenet Anatole France da skrivañ ur romant a voe savet ur c'hoarigan diwarnañ (opera) gant Jules Massenet.