Ermengarde Anjev (dugez Breizh)

Ermengarde Anjev, pe Ermangard pe Irmgard e brezhoneg, pe Ervangarz Anjev[1], ganet en Anje en 1072 (pe 1068 ?), ha marvet d'ar 1añ a viz Mezheven 1146, a oa merc'h henañ Foulk IV Rekin (1043-1109), kont Anjev, ha bugel nemetañ e bried kentañ Hildegarde Beaugency. Div wech e voe dimezet : da Gwilherm IX Poatev, dug Akitania da gentañ, ha da Alan IV, dug Breizh goude. Brudet eo ivez evel gwarezourez madoù an Iliz hag abati Fontevraud en Anjev.

He buhez kemmañ

Mervel a reas he mamm diganti pa oa 2 vloaz ha savet e voe gant tud a iliz en deoliezh hag evit difenn madoù an Iliz katolik diouzh an noblañsed a felle dezho teurel o c'hrabanoù warne.

Poatev kemmañ

En 1089 e timezas da Gwilherm IX an Troubadour, kont Poatev ha barzh okitanek, hogen kaset e voe kuit gantañ. War a seblant ne c'houzañve ket Ermangard gwelout he fried barzh o verc'heta, hag eñ ne c'houzañve ket he c'hlemmoù. Kustum e oa Ermangard da fuloriñ ruz, ha goude ar chabous, da vont d'en em dennañ d'ur gouent, ha goude ur pennad e teue en-dro.
E 1091 e voe kaset kuit gant he gwaz, aet skuizh gant he c'hlemmoù ha rebechoù. Bugel ebet n'o doa bet.

Addimeziñ a reas Gwilherm da Filipa Tolosa, ha meur a vugel o doe.

Breizh kemmañ

Distreiñ a reas-hi da di he zad, c'hwervoni ha droug enni, ha klask a reas kont Anjev addimeziñ e verc'h.

En 1093 eta e voe dimezet da Alan IV, dug Breizh, moarvat evit skoulmañ un emglev politikel a-enep da Normandi, renet gant an dug Roperzh Berr-e-heuz, mab da Gwilherm Iañ.

Ne blije ket Roazhon nemeur dezhi moarvat, rak ne chomas ket eno gwall bell, ha nebeutoc'h c'hoazh kornôg Breizh, pa ne ouie ket brezhoneg. Gwelloc'h ganti Naoned ha korn-bro Saumur, en Anjev.


Bugale kemmañ

Tri bugel o doe Alan hag Ermangard:

Maouez santel kemmañ

Troet e oa gant ar relijion. Levezonet-bras e oa gant Robert d'Arbrissel, a skoazellas da vrasaat abati Fontevraud, en Anjev, ha di ez eas da chom dre ziv wech evel manac'hez, daoust ma tisplije kement-se d'an eskibien, evel Marbod, eskob Roazhon. Eno e kavas priñsezed all, ha da gentañ Bertrada Montfort (1070-1117). Skoazell hag arc'hant a roas ivez d'ar sant Bernez Clairvaux ha d'an abatioù sistersian. Madoberourez abati Buzay, e-kichen Naoned, e oa ivez.


E 1098 ez eas an dug Alan d'ober Kentañ Brezel ar Groaz, ha leuskel a reas Ermangard e penn ar vro. Ne zistroas nemet e 1101, tri bloaz goude.

Alan IV a lezas e garg a zug gant e vab Konan e 1112, ha dispartiet e voe Ermangard diouzh he fried adal neuze. Mont a reas Alan da vanac'h da abati Redon. Eno e varvas e miz Here 1119.

E 1116 edo Ermengarde o chom en abati Fontevrault ma teuas da vout mignonez da eil pried he gwaz kentañ, Filipa Toulouse, deuet di da repuiñ e 1116, abalamour ma edo serc'h Gwilherm, Dangereuse hec'h anv pe lesanv, o chom gantañ en e lez.

En 1117, pa oa tost da 50 vloaz, e kuitaas an abati da vont gant he mab Konan III, dug Breizh, d'an Eil Kroaziadeg.


En 1118, pa varvas Filipa, e fellas da Ermangard ober droug d'he fried kentañ. Eus Fontevrault ez eas da lez Gwilherm Akitania ma c'houlennas groñs bezañ anavezet evel dugez. Gwilherm avat ne reas van.

E miz Here 1119, pa intañvezas, ez eas da desteniañ diwar-benn he c'hentañ pried da sened-iliz Reims, dalc'het gant ar pab Calixtus II, ma embannas buhez fall Gwilherm dirak an holl ha ma c'houlennas digant ar pab ma vije eskumunuget Gwilherm, taolet e serc'h e-maez palez an dug, ha ma vije-hi anavezet evel gwir zugez Akitania. Nac'h a reas ar pab reiñ he goulennoù dezhi, met kement-se ne viras ket outi da zerc'hel da glask noazout ouzh Gwilherm un toullad bloavezhioù c'hoazh.

He marv kemmañ

Hervez istorourien zo e vije distroet da Balestina 10 vloaz goude he beaj kentañ, hag echuet he dije he buhez eno e kouent Santez-Anna evel leanez. Lod all a gred e varvas e 1146, en abati Redon pe hini Saint-Maurice en Angers. Marteze e varvas e Palestina hag e voe degaset he c'horf da Redon ma oa beziet he gwaz Alan.
Lakaet eo bet da wenvidigez gant an Iliz katolik, ha lidet d'ar 1añ a viz Mezheven.

Notennoù ha daveennoù kemmañ

  1. Mikael Bodlore-Penlaez, Breizh: Hil ar rouaned hag an duged, Skol-Uhel ar Vro/Geobreizh, 2007. Ne seblant ket an anv Ermangarz bezañ bet anavezet a-raok 2007.

Liamm diavaez kemmañ

  • Savet eo ar pennad-mañ diwar pennadoù ar wikipediaoù saoznek ha gallek.