Marc Ravalomanana
Marc Ravalomanana (ganet d'an 12 a viz Kerzu 1949) zo ur politikour eus Madagaskar, bet prezidant ar vro etre 2002 ha 2009.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Madagaskar |
Anv e yezh-vamm an den | Marc Ravalomanana |
Anv-bihan | Marc |
Anv-familh | Ravalomanana |
Deiziad ganedigezh | 12 Kzu 1949 |
Lec'h ganedigezh | Madagaskar |
Pried | Lalao Ravalomanana |
Yezhoù komzet pe skrivet | malagasieg |
Micher | politiker |
Karg | President of Madagascar |
Strollad politikel | Tiako I Madagasikara |
Bet war ar renk da vezañ dilennet | 2006 Malagasy presidential election, 2001 Malagasy presidential election |
Relijion | Church of Jesus Christ in Madagascar |
Ezel eus | Académie des Sciences d’Outre-Mer |
Prizioù resevet | Grand Commander of the Order of the Star and Key of the Indian Ocean, Grand Cross Special Class of the Order of Merit of the Federal Republic of Germany |
Dilennet e voe da vaer Antananarivo e miz Kerzu 1999 ha kas war-raok neuze labourioù yac'husaat kêr. Lakaat a reas e anv en dilennadeg prezidantel 2001 ha dastum tost ouzh 46.5% eus ar mouezhioù en dro gentañ. Tabut a savas dre ma embanne aduidi Ravalomanana e oa bet dastumet ouzhpenn 50% eus ar mouezhioù gantañ hag e ranke dre se bezañ lakaet da brezidant. Manifestadegoù a voe aozet ha d'an 22 a viz C'hwevrer 2002 ec'h embannas Ravalomanana e oa prezidant Madagaskar, daoust na oa ket anavezet gant ar gumuniezh etrebroadel. N'eo nemet d'ar 6 a viz Mae ma teuas da vezañ anavezet er garg-se, goude ul labour kendrec'hiñ kaset da benn gant e guzulier, Norbert Ratsirahonana.
E 2006 e voe addilennet da brezidant gant 54.80% eus ar mouezhioù en dro gentañ. Emsavadegoù renet gant Andry Rajoelina a voe aozet a-enep dezhañ e penn kentañ 2009 hag e miz Meurzh e voe rediet da zilezel e garg ha tec'hel kuit diouzh an enezenn.