Marcel-Edmond Naegelen

Marcel-Edmond Naegelen, ganet d'ar 17 a viz Genver 1892 e Belfort ha marvet d'ar 15 a viz Ebrel 1978 e Pariz, a oa ur politiker gall, bet kannad sokialour, ministr ha gouarnour Aljeria.
Meur a levr en deus skrivet.

Marcel-Edmond Naegelen e-tro 1948

Mab e oa d'ur baraer elzasat divroet da chom gall pa oa bet faezhet an arme c'hall e 1871.

Studiañ a reas e lise Belfort, hag alese ez eas da Skol Normal Uhel Saint-Cloud. E 1909 pe 1910 e lakaas e anv en SFIO, strollad sokialour an amzer. Mont a reas da soudard e-pad ar Brezel-bed kentañ, ma tapas meur a vedalenn.

E 1919 ez eas da gelenner war al lizhiri e Skol Normal Strasbourg.

E 1925 e voe dilennet da guzulier-kêr hag addilennet betek 1940, ha da guzulier-kanton e 1937. Eil maer e voe adal 1925 betek 1929, hag adarre adalek 1935 betek 1940. Ne zeuas ket a-benn da vont da gannad, kannet e voe e 1932 hag e 1936 gant an emrener Jean-Pierre Mourer. E miz Gwengolo 1939 e oa kelenner e Skol Normal ar Skolaerien e Strasbourg, ha tec'hel a reas betek Périgueux gant ar studierien ha kelennerien all.

E 1940 ec'h aozas kas tud eus Strasbourg war-du an Dordogne hag e kemeras perzh er Rezistañs C'hall, er rouedad Combat.
E vreur René a oa kazetenner e Marseille, er Mot d'ordre, a-du gant Pétain[1].

Goude dieubidigezh Bro-C'hall e 1944 e voe prezidant Lez-Uhel ar Justis. Anvet e voe da eilmaer Strasbourg ha dilennet da gannad ar Bas-Rhin e 1945.

Adalek 1946 betek 1948 e voe ministr an Deskadurezh vroadel.

Gouarnour Algeria e voe eus 1948 betek 1951 ha labourat a reas da falsañ an dilennadegoù a-enep ar gostezenn a-du gant an dieubidigezh.

E 1953 en em ginnigas da brezidant er vodadenn vroadel : 13 troiad-vouezhiaén a voe, er penn e voe er c'hentañ tro, en eil, hag en unnekvet, met René Coty a voe trec'h en trizekvet ha diwezhañ tro.

Oberennoù

kemmañ
  • Mission en Algérie. Expériences et opinions d’un gouverneur général
  • L'attente sous les armes
  • Une route plus large que longue
  • L'hexagonie, essai fantaisiste d'histoire contemporaine
  • La France d'outre-mer, sa situation actuelle
  • Histoire et figures d'Alsace
  • Tito
  • La Révolution assassinée Hongrie OCT.-NOV. 1956

Notennoù

kemmañ
  1. (fr) Renaud-Groison, Jean : Élysée : sens interdit, Picollec, 1981 (ISBN 978-2-86477-023-7)