Marcelle Géniat, bet ganet Eugénie Pauline Martin d'an 10 a viz Gouere 1881 e Sant-Petersbourg[1] (Impalaeriezh Rusia d'ar mare-se) hag aet da Anaon d'ar 27 a viz Gwengolo 1959 e L'Haÿ-les-Roses (Val-de-Marne a-vremañ, Bro-C'hall), a oa un aktourez (c'hoariva ha sinema) c'hall.

Marcelle Géniat,
luc'hskeudennet e 1910.

He buhez

kemmañ

Ne oa nemet eizh vloaz pa reas he c'hentañ kammedoù war al leurenn o telc'her ur perzh er pezh-c'hoari L'assommoir a-gevret gant Lucien Guitry[2]. Kerkent ha 1899 e voe degemeret er gComédie-Française ha mont da gomedianez anezhi (an 348vet) adalek 1910 betek 1912.

Ar filmaozer gall Albert Capellani eo a roas dezhi he c'hentañ roll er sinema, e 1909, o voulc'hañ ur vicher hag a badas betek 1956 a-hed ouzhpenn hanter-kant film. Eviti da vezañ nebeutoc'h anavezet eget aktourezed all eus hec'h amzer — evel Pauline Carton, Jeanne Fusier-Gir ha Denise Grey da skouer — e voe-hi unan barrek-kenañ war ar perzhioù ijinet. Ma kenlabouras gant gwellañ tud sinema ar c'houlz-se.

He fezhioù-c'hoari

kemmañ

War al lec'hienn Les Archives du Spectacle[3].

He filmoù

kemmañ

1900-1909 : daou film

kemmañ

1910-1919 : pevar film (c'hwec'h en holl)

kemmañ
  • film ebet.

1930-1939 : naontek film (pemp warn-ugent en holl)

kemmañ

1940-1949 : triwec'h film (tri ha daou-ugent en holl)

kemmañ

1950-1959 : unnek film (pevar ha hanter-kant en holl)

kemmañ

Liamm diavaez

kemmañ

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. Evel Sacha Guitry.
  2. Tad Sacha Guitry.
  3. Ar re c'hoariet gant ar gComédie-Française en o zouez.