Albert Capellani

Puzzle stub cropped.png
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Albert Lucien Capellani, bet ganet e Pariz IV (Seine d'ar mare-se, Bro-C'hall) d'an 23 a viz Eost 1874 hag aet da Anaon e Pariz XVII d'ar 26 a viz Gwengolo 1931, a oa un aktour sinema, ur filmaozer, produour ha saver senario gall.

Albert Capellani war-dro 1910.

Breur e oa d'an aktour (c'hoariva ha sinema) gall Paul Capellani (1877-1960) ha tad d'ar filmaozer Roger Capellani (1905-1940[1]).

E vuhezAozañ

Mab henañ un tiegezh a bemp bugel e oa. Bankour e oa tad Albert Capellani ha kreskiñ a reas ar paotrig en ur metoù hag a veze pouezus an arzoù ennañ. Goude e vloavezhioù-skol, echuet e Collège Sainte-Barbe (Pariz) ez eas da labourat gant e dad, evel kontour e Kontouer broadel diskont Pariz. Evit e vreur Paul e tibabas mont war studi an arzoù, o taremprediñ kentelioù Charles Le Bargy e Skol-c'hoariva uhel broadel Pariz : mont a reas da aktour ha dont da vezañ un doare pont, evit e vreur Albert, war-du ar c'hoariva hag ar sinema o c'henel. E 1893, hag eñ triwec'h vloaz, e reas e vennozh enrollañ en arme, ar pezh a reas dezhañ kemer perzh er bagad brezel kaset da aloubiñ Madagaskar. Echu e goñje gantañ e 1895 e tro war-du melestradurezh ar c'hoariva : renour Théâtre de l'Odéon ha merour Théâtre de l'Alhambra (1904) e teuas da vezañ eta. Adalek penn-kentañ ar bloavezhioù 1900 e tostaas muioc'h-mui ouzh ar sinema, en ur gendelc'her da labourat evit ar c'hoariva : fiziet e voe ennañ (a-gevret gant Ferdinand Zecca) goursellout ouzh ar produiñ en embregerezh Pathé.

E 1908 e tremenas un nebeud mizvezhioù er Rouantelezh-Unanet, amzer dezhañ da vestroniañ yezh ar vro. Ha setu ma voe lakaet e penn Société Cinématographique des Auteurs et Gens de Lettres (SCAGL) gant Charles Pathé, azasaat oberennoù meur al lennegezh c'hall er sinema pal an embregerezh nevez-krouet. Gant ar garg-mañ en devoe tro da aliañ ha da genlabourat gant filmaozerien evel Adrien Caillard, Michel Carré, Georges Denola ha Georges Monca. Gant Capellani e-unan e voe sevenet un toullad eus ar filmoù-se. Kent na darzhas ar Brezel-bed kentañ e oa kroget da sevel Quatre-vingt-treize[2] e miz Eost 1914 : berzet e voe ar film e-pad ar Brezel Bras en abeg d'an danvez anezhañ (ur brezel diabarzh) ha ne zeuas e-maez nemet e 1921, peurechuet an oberenn gant André Antoine. Reformet e voe e miz Kerzu 1914 abalamour d'e yec'hed (klañv e oa gant an diabet) ha mont a reas da Stadoù-Unanet Amerika e nevezamzer 1915.

Eno en devoa adkavet tud a sinema c'hall evel Émile Chautard (1864-1934) ha Maurice Tourneur (1876-1961) ha kendelc'her a reas gant e vicher e-barzh embregerezhioù stadunanat evel Cosmopolitan Productions, Metro Pictures, Pathé Exchange ha World Film Corporation kent sevel e hini e-unan : Capellani Productions, Inc.. Eñ eo a reas d'ar Rusianez Alla Nazimova mont da vrudetañ aktourez ar sinema mut e studioioù Hollywood. Goude bezañ kaset da benn e film diwezhañ — The Young Diana — e tistroas, e 1922, da Vro-C'hall ma ne gavas ket e blas en ur metoù hag en devoa kemmet etretant.

E bezhioù-c'hoariAozañ

War al lec'hienn Les Archives du Spectacle.

E filmoùAozañ

Evel filmaozerAozañ

Prantad gall, 1900-1909 : c'hwec'h film berr mut ha hanter-kantAozañ

Prantad gall, 1910-1914 : dek film ha pevar-ugentAozañ

Prantad stadunanat, 1915-1919 : daou film warn-ugentAozañ

Prantad stadunanat, 1920-1922 : c'hwec'h filmAozañ

Evel aktourAozañ

  • 1913 : Le Nabab, sevenet gantañ e-unan.
  • 1919 : Oh Boy!, ivez.

Liamm diavaezAozañ

Notennoù ha daveennoùAozañ

  1. Lazhet e oa bet e Zuidkote (Norzh, Bro-C'hall) d'an 30 a viz Mae e-kerzh an emgannoù a c'hoarvezas da-geñver Emgann Dukark.
  2. Diwar ar romant Quatrevingt-treize (1874) gant Victor Hugo.