La Glu (film, 1913)
La Glu zo ur film mut, sevenet e gwenn ha du gant ar filmaozour gall Albert Capellani e 1913.
Daou zoare all a oa bet savet e 1927 gant Henri Fescourt hag e 1938 gant Jean Choux (La Glu (film, 1938)). Ur film berr a oa bet sevenet e 1907 gant ar filmaozerez Alice Guy hag unan hir e 1908 gant an Italian Giovanni Pastrone ivez, La glu an titl anezhe.
Fichenn deknikel
kemmañ- Doare : Drama,
- Senario : Albert Capellani, azasaet diwar ar romant La Glu (1881) gant Jean Richepin,
- Produour : Société Cinématographique des Auteurs et des Gens de Lettres,
- Skeudenniñ : Louis Forestier ha Karémine Mérobian,
- Prantad filmañ : hañv 1913[1],
- Lec'hioù filmañ : Kiberen[2],
- Deiziad dont er-maez : 7 a viz Du 1913 ( Bro-C'hall), miz Eost 1914 (The Siren, Stadoù-Unanet),
- Padelezh : 104'.
An danvez
kemmañHoalañ ar wazed a oar ober Fernande (pe La Glu diouzh he lesanv). Goude dimeziñ d'an doktor Paul Cézambre, hag eñ koshoc'h egeti, e torr he gwalenn par ma c'hell. Mont a ra dioutañ da vont da Vreizh e-lec'h ma ra hec'h annez er Groazig. Eno e ra d'ar pesketaer yaouank Marie-Pierre kouezhañ e-barzh he rouedoù dezhi ken ma soñj-eñ mont diouzh e vamm, e zanvez pried hag e vignoned. Lazhet eo Fernande/La Glu gant mamm Marie-Pierre.
Roll ar gomedianed
kemmañ- Mistinguett : Fernande pe La Glu,
- Paul Capellani : Marie-Pierre,
- Gina Barbieri : Marie des Anges,
- Cécile Guyon : Anaïk,
- Marc Gérard : an tad Gillioury,
- Henry Krauss : an doktor Paul Cézambre,
- Henri Collen : .