Alice Guy (Saint-Mandé, 1añ a viz Gouere 1873Wayne, New Jersey, 24 a viz Meurzh 1968)[1] a oa ur filmaozourez, ur broduerez, ur senarioourez hag un aktourez c'hall koulz en he bro hag e Stadoù-Unanet Amerika.

Alice Guy

Alice Guy e 1896
Anv klok Alice Ida Antoinette Guy
Ganedigezh 1añ Gouere 1873
Saint-Mandé
Bro-C'hall Bro-C'hall
Marv 24 Meurzh 1968
Wayne, New Jersey
Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet

Micher Filmaozourez
Produerez
Senarioourez
Aktourez
Resped 1894-1922

Unan eus ar c'hentañ tud a-vicher er sinema e voe. Moarvat e voe ar vaouez nemeti war ar vicher betek 1906.
War meur a dachenn e voe un diorroerez : danvez he oberennoù, aktourien du, kempredekaat son ha skeudenn, manaozadoù.

Tresadennoù-bev a oa bet graet e 1892 gant Charles-Émile Reynaud, met Alice Guy e voe ar filmaozourez kentañ a gontas un istor war ur film argantek 35 mm gant La fée aux choux (1896)[2].
Ganti e voe graet ar c'hentañ filmoù en doare peplum er bed, ma kontas buhez Jezuz Nazaret dre 11 film. Ganti ivez e voe graet ar making-of kentañ.

E 1910 e voe Alice Guy ar vaouez kentañ o krouiñ he embregerezh evit kenderc'hañ filmoù, en SUA, a anvas Solax Film Company[3], ha kement-se a-raok ma voe eus Hollywood.

E 1863 ez eas he zad Émile Guy hag he mamm Marie Clotilde Aubert da Suamerika ma tigorjont levrdioù e Santiago ha Valparaiso e Chile. Dek vloaz goude e tistroas an itron Guy da Bariz, ma c'hanas he pempvet bugel, Alice Ida Antoinette d'ar 1añ a viz Gouere 1873 e Saint-Mandé (Seine da neuze, Val-de-Marne hiziv).[4] Goude gwilioudet e tistroas ar vamm da Chile en ur lezel he merc'h gant he zud-kozh e Suis, ma chomas betek he zrivet bloaz ; da neuze ez eas da Chile.
Da 6 vloaz e tistroas Alice da Vro-C'hall, ma voe lakaet en un ti-lojañ gant he c'hoarezed koshoc'h. E-keit-se, he zud a reas freuz-stal e Chile, he breur a varvas d'an oad a 17 vloaz hag he zad a varvas ivez ; distreiñ da Bariz a reas ar vamm.
Alice a stagas gant studioù berrskriverezh, a oa ur vicher nevez d'ar mare-se.

Resped e Bro-C'hall

kemmañ

E 1894, oadet 21 bloaz, e voe Alice Guy sekretourez merañ er gompagnunezh Comptoir général de la Photographie, renet gant Léon Gaumont (1864-1946) ; pa voe lakaet ar gompagnunezh e gwerzh e 1895 e voe prenet gant L. Gaumont, a viras an implijidi.
E-pad ma voe o labourat eno, Alice Guy a sellas a-dost ouzh araokadennoù al luc'hskeudennerezh hag a heulias kentelioù al luc'hskeudenner Frédéric Dellaye, en ur zeskiñ a-zivout taolioù-arnod Wilhelm Röntgen war al luc'hskeudenniñ dre skinoù X.

 
Phonoscope, 1892
 
Chronomégaphone, 1902

E miz Meurzh 1895, Alice Guy ha Léon Gaumont a sellas ouzh ur film sevenet gant Auguste ha Louis Lumière e Pariz. Dont a reas da soñj L. Gaumont gwerzhañ binvioù da vannañ filmoù-bev[5]. E dibenn ar bloaz e prenas L. Gaumont breouioù ar Phonoscope bet ijinet gant Georges Demenÿ (1850-1917), met izel e voe ar gwerzhioù.[6] Evit klask plaenaat ar reuz e kinnigas Alice Guy ma vije profet filmoùigoù fentus e doare L'arroseur arrosé Louis Lumière (1895), a sevenje-hi. A-du e savas L. Gaumont, hag e 1896, d'an oad a 23 bloaz, ez aozas Alice Guy he film kentañ, La fée aux choux, a bade 1 vunutenn.[7] Un eil doare a voe sevenet ganti e 1900.[8],[9].
Berzh bras a reas ar film, neuze e voe lakaet A. Guy gant L. Gaumont e penn ur skourr karget da seveniñ filmoùigoù all, ar pezh a reas adalek 1896 betek 1907. En hec'h unan e reas ar filmoù kentañ a-raok tuta ur skipailh, ar filmaozer Ferdinand Zecca (1864-1947) en o zouez e 1904 ; gant F. Zecca evit Gaumont e oa bet sevenet ar film Les Méfaits d’une tête de veau dija e 1899. E 1905, ar senarioour Louis Feuillade (1873-1925) a ginnigas istorioù a voe prenet gant Alice Guy, a ginnigas dezhañ seveniñ e-unan e filmoù ; nac'h a reas Feuillade, met asantiñ a reas e 1906.

Dre ma oa re ger ha fall a-walc'h ar filmoù lenkr 58 mm e voe dibabet ober gant filmoù 35 mm trebarzhet, hag azasaet e voe koulz ar c'hamera hag ar banner[10].

Er bloavezhioù 1898-99 e troas Alice Guy un doare filmoù nevez : istor Pasion Jezuz, dre 11 film a veze gwerzhet a-zisrann ; hir-mat e oa an oberenn, pa dizhe 35 munutenn en holl. Lakaet e vez ar stirad-se da gentañ peplum istor ar sinema.[8] ; levezonet gantañ e voe an tiez-filmoù all. E 1906, Alice Guy a reas un doare all eus ar stirad, en ur film 30 munutenn e 25 arvest, 300 a dud o c'hoari ennañ ; medalenn kêr Vilano a voe deroet dezhi evit ar film-se.

Etre 1902 ha 1906 e sevenas Alice Guy ur 100 bennak a filmoùigoù ma enrollas abadennoù opera, sketchoù pe ganaouennerien ; gant Chronomégaphone L. Gaumont e veze savet ha skignet ar filmoùigoù : gant Phonoscope G. Demenÿ e veze enrollet ar skeudennoù, gant Phonograph Thomas Edison ar son war rolloù koar, ha gant ur vangounell e veze amplaet ar son evit bout skignet en ur sal, betek 4 000 a dud enni ; ijinet ar play-back gant Alice Guy eta.
E-kerzh unan eus an abadennoù-se e savas ar c'hentañ making-of, a zo anvet Alice Guy tourne une phonoscène hiziv ; diskouez a ra penaos ez eo bet troet unan eus ar filmoùigoù : ar pezh a vez graet a-raok enrollañ (lec'hiañ an dud, reizhañ an ardivinkoù hag ar gouleier), hag ar filmañ.

Alice Guy hec'h-unan he deus savet kalz filmoù berr a bep doare, koulz istorioù faltazius ha sioù ar mare — ur wregelourez e oa ar filmaozerez ivez, evel a weler e Les Résultats du féminisme (1906) ma eilpennas perzhioù ar wazed hag ar maouezed er gevredigezh, hag e The Lure ("Al lorb", 1914) ma weler ur plac'h lakaet en ur fouzhlec'h gant he danvez-pried[11]. Kalz e plije dezhi leurenniñ maouezed, evel en Une femme collante ha Madame a des envies (1906 ivez o-daou).

E bloaz 1907 e timezas Alice Guy gant Herbert Blaché-Bolton (1882-1953), ur c'hameraer e skourr Gaumont e Londrez.[12] En ampoent e voe kaset H. Blaché d'ar Stadoù-Unanet evel rener Gaumont eno ; lezel he c'harg da L. Feuillade a reas Alice Guy, ha mont da-heul he fried d'en em staliañ e New York.

Resped er Stadoù-Unanet

kemmañ
 

Goude daou vloaz o klask gwerzhañ Chromophone Gaumont, Alice Guy ha Herbert Blaché a savas o c'hompagnunezh dezho, The Solax Film Company e New York (1910). Brasañ studio SUA e voe kent ganedigezh Hollywood.[13],[14]

Tra ma kendalc'he H. Blaché da verañ ar studioioù Gaumont e New York, Alice Guy a rene Solax en ur seveniñ filmoù he c'hompagnunezh : skrivañ an istorioù, tuta aktourien hag aktourezed, hag o ren war al leurenn m'he devoa lakaet staliañ ur mell panell a embanne Be Natural!, "Bezit diardoù !" ; arnodennoù a reas evit gwellaat ar son, ha klask a reas mont pelloc'h eget ar gwenn-ha-du dre lakaat livañ filmoù skeudenn-ha-skeudenn.[14] Finborte a reas Solax, ha buan e voe ret brasaat an ti : studioioù nevez a voe savet e Fort Lee, nepell eus New York, e 1912, ma voe kenderc'het daou film berr (10 mn) bep sizhun well-wazh.[14] Meur a gompagnunezh all a feurmas studioioù digant Solax, Metro Pictures (1915), Goldwyn Pictures (1916-17), Pathé (1918) en o zouez[15].
Kenderc'hel a reas Alice Guy da seveniñ filmoù a bep doare : westernioù (Greater Love Hath no Man, 1911), melodramaoù (Falling Leaves, 1912), a-zivout Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika (For the Love of the Flag, 1912), ha diwar-benn ar bihanniveroù kenelel (Across the Mexican Line, 1911 ; A Man is a Man, 1912 ; Making of an American Citizen, 1913).[13]
E 1912 e nac'has aktourien wenn c'hoari gant re zu ; respont a reas-hi gant A Fool and His Money (1912), ar film kentañ ma n'eus nemet tud du o c'hoari.[4]

E-kerzh ar mare-se e tilezas A. Guy ar filmoù 15 mn (ur veni) evit reoù teir beni (45 mn), evel Fra Diavolo (1912) ha Dick Whittington and his Cat (1913)[16]

E 1913, H. Blaché a guitaas Gaumont hag anvet e voe da gadoriad Solax gant e wreg ; tri miz goude e savas e gompagnunezh, Blaché Features, evel ur skourr eus Solax evit sevel filmoù hir. Solax a baouezas gant ar filmoù berr kent treiñ d'ur skourr eus Blaché Features. E 1913 ivez e voe brasaet ar studioioù evit daougementiñ an niver a filmoù troet eno ; 10 film a voe sevenet gant Alice Blaché er bloaz-se.
Evit kompagnunezhioù all ivez e voe sevenet filmoù gant A. Guy-Blaché goude ar Brezel-bed kentañ. Aet d'ur greanterezh bras ez eas ar c'henderc'hañ filmoù da Hollywood e Kalifornia.

Diwezh

kemmañ

E 1919, H. Blaché a guitaas e wreg da vont gant un aktourez da Hollywood. E-pad ur mare ez eas Alice Guy d'e skoazellañ evit seveniñ daou film betek ma voe torret an dimez da vat. Distreiñ da Fort Lee a reas, ha ret e voe dezhi gwerzhañ he studioioù evit paeañ an dleoù a oa bet lezet gant he fried.
Bloaz goude, e 1922, e tistroas da Vro-C'hall gant he daou vugel ; ganto e ez eas da Nisa da chom gant he c'hoar. Klask a reas aozañ filmoù eno hag e Pariz, hep ober dont a-benn avat. Biken mui ne sevenas film ebet.[4]

E 1927 e tistroas d'ar Stadoù-Unanet evit klask kaout he filmoù endro ; tri anezho hepken a gavas. Skrivañ kontadennoù evit ar vugale a reas, hag ober prezegennoù e skolioù-meur ha bodadegoù gouestlet d'ar sinema.

Er bloaz 1963 e voe aterset gant Victor Bachy, a vennas embann he buhezskrid[17], ar pezh a voe graet e 1976 ; un oberenn dalif e voe, pa varvas Alice Guy e 1968 er Stadoù-Unanet, en he 95vet bloavezh, hep bezañ bet gouest da zastum he oberennoù ha lakaat he buhezskrid er moull.
E bered Maryrest e Mahwah, New Jersey, emañ he bez[18].

Enorioù

kemmañ

Hêrezh

kemmañ
 
Be Natural : The Untold Story of Alice Guy-Blaché (2019)
  • 1996 : teulfilm Le jardin oublié – La vie et l'œuvre d'alice Guy-Blaché sevenet gant Marquise Lepage[21].
  • 2008 : teulfilm Looking for Alice sevenet gant Claudia Collao[22].
  • 2019 : teulfilm Be Natural : The Untold Story of Alice Guy- Blaché sevenet gant Pamela B. Green[23].

Filmlennadur

kemmañ

Alice Guy he deus sinet 290 oberenn, produet 17 film, ha skrivet senario evit 12 film all.

Filmaozourez

kemmañ
1896
  • La Fée aux choux
1897
  • Au réfectoire
  • L'Arroseur arrosé
  • Ballet libella
  • Baignade dans un torrent
  • Le Cocher de fiacre endormi
  • Coucher d'Yvette
  • Danse fleur de lotus
  • Danse serpentine par Mme Bob Walter
  • En classe
  • Idylle
  • Idylle interrompue
  • Leçon de danse
  • Le Planton du colonel
  • Le Pêcheur dans le torrent
  • Une nuit agitée
1898
  • L'Aveugle fin de siècle
  • Les Cambrioleurs
  • La Cène
  • Le Chemin de croix
  • Chez le magnétiseur
  • La Crèche à Bethléem
  • Déménagement à la cloche de bois
  • L'Entrée à Jérusalem
  • Les Farces de Jocko
  • La Flagellation
  • La Fuite en Égypte
  • Le Jardin des oliviers
  • Jésus devant Pilate
  • Je vous y prrrrends !
  • Leçons de boxe
  • Scène d'escamotage
  • Surprise d'une maison au petit jour
  • L'Utilité des rayons X
1899
  • Au cabaret
  • L'Aveugle
  • La Bonne Absinthe
  • Le Chiffonnier
  • Courte échelle
  • Le Crucifiement
  • Les Dangers de l'alcoolisme
  • Le Déjeuner des enfants
  • La Descente de croix
  • Erreur judiciaire
  • La Mauvaise Soupe
  • Mésaventure d'un charbonnier
  • Monnaie de lapin
  • La Résurrection
  • Le Tondeur de chiens
  • Le Tonnelier
  • Transformations
  • Un lunch
1900
  • La Fée aux choux
  • L'Angélus
  • L'Arlequine
  • Arrivée d'Arlequin
  • Les Fredaines de Pierrette
  • Avenue de l'opéra
  • Badinage
  • Bataille de boules de neige
  • Le Bébé
  • Chapellerie et charcuterie mécaniques
  • Chez le Maréchal-Ferrant
  • Chez le photographe
  • Chirurgie fin de siècle
  • La Concierge
  • Coucher d'une Parisienne
  • Danse de l'ivresse
  • Danse des saisons
  • Danse du papillon
  • Danse du pas des foulards par des almées
  • La Danse du ventre
  • Danse du voile
  • Danse serpentine
  • Dans les coulisses
  • Déclaration d'amour
  • Les Fredaines de Pierrette
  • L'Écossaise
  • Au bal de Flore
  • Guillaume Tell
  • L'Habanera
  • Le Lapin
  • Leçon de danse
  • Little Tich et ses Big Boots
  • Le Marchand de coco
  • Le Matelot
  • Mort d'Adonis
  • Pas de grâce
  • Pas des éventails
  • Pas du poignard
  • Pas Japonais
  • La Paysanne
  • La Petite Magicienne
  • Le Polichinelle
  • La Poupée noire
  • La Reine des jouets
  • Retour des champs
  • Le Sang d'Adonis donnant naissance à la rose rouge
  • Saut humidifié de M. Plick
  • La Source
  • Suite de la danse
  • La Tarentelle
  • Une rage de dents
  • Valse directoire
  • Valse lente
1901
  • Charmant froufrou
  • Danses basques
  • Frivolité
  • Hussards et Grisettes
  • Lavatory moderne
  • Lecture quotidienne
  • Pas de Colombine
  • Scène d'amour
  • Scène d'ivresse
  • Tel est pris qui croyait prendre
  • Les Vagues
1902
  • Bonsoir m'sieurs dames
  • Miss Dundee et ses chiens savants
  • Les Clowns
  • La Cour des miracles
  • Lina Esbrard, Danse serpentine
  • Danse fantaisiste
  • Danse mauresque
  • La Dent récalcitrante
  • L'Équilibriste
  • En Faction
  • Farces de cuisinière
  • La Fiole enchantée
  • Fruits de saison
  • La Gavotte
  • La Gigue
  • Intervention malencontreuse
  • Le Lion savant
  • Les Malabares, acrobates
  • Le Marchand de ballons
  • Le Pommier
  • Pour secouer la salade
  • La Première Gamelle
  • Quadrille réaliste
  • Sage-femme de première classe
  • Trompé mais content
  • Une scène en cabinet particulier vue à travers le trou de la serrure
1903
  • Les Apaches pas veinards
  • Les Aventures d'un voyageur trop pressé
  • Les Braconniers
  • Cake-walk de la pendule
  • La Chasse au cambrioleur
  • Comment monsieur prend son bain
  • Comme on fait son lit on se couche
  • Compagnons de voyage encombrants
  • Enlèvement en automobile et mariage précipité
  • Faust et Méphistophélès
  • Le Fiancé ensorcelé
  • Illusionniste renversant
  • Jocko musicien
  • La Liqueur du couvent
  • Lutteurs américains
  • La Main du professeur Hamilton ou le roi des dollars
  • Modelage express
  • La Mouche
  • Ne bougeons plus
  • Nos bons étudiants
  • Potage indigeste
  • La Poule fantaisiste
  • Répétition dans un cirque
  • Secours aux naufragés
  • Service précipité
  • Les Surprises de l'affichage
  • La Valise enchantée
  • Le Voleur sacrilège
1904
  • Après la fête
  • L'Assassinat du courrier de Lyon
  • Comment on disperse les foules
  • Le Crime de la Rue du Temple
  • Les Deux Rivaux
  • Les Enfants du miracle
  • La Gavotte de la reine
  • La Leçon de pipeau
  • L'Oiseau envolé
  • Paris la nuit
  • Pierrot assassin
  • Le Pompon malencontreux
1905
  • L'Anatomie du conscrit
  • Le Cake-walk du Nouveau Cirque
  • La Charité du prestidigitateur
  • Clown, Chien et Ballon
  • Le Coq dressé de Cook et Rilly
  • La Esmeralda
  • Espagne
  • Five O'Clock Tea
  • Lilas-Blanc
  • Les Maçons
  • La Malagueña et le Torero
  • La Polka des trottins
  • Questions indiscrètes
  • Réhabilitation
  • Saharet, le Boléro
  • La Statue
  • Le Tango
  • Le Vrai Jiu-jitsu
1906
  • Course de taureaux à Nîmes
  • Effets de mer
  • La Fée Printemps
  • Le Fils du garde-chasse
  • La Hiérarchie dans l'amour
  • Madame a des envies
  • La Marâtre
  • Le Matelas épileptique
  • Mireille
  • La Vie du Christ
  • Le Noël de monsieur le curé
  • Les Résultats du féminisme
  • Une course d'obstacles
  • Une femme collante
  • Une histoire roulante
  • Un soulier pour un jambon
  • La Vérité sur l'homme-singe
  • L'Enfant sur la barricade
  • La Glu
1907
  • Le Ballon dirigeable « Le Patrie »
  • Le Billet de banque
  • Le Bonnet à poil
  • La Course à la saucisse
  • Fanfan la Tulipe
  • Le Frotteur
  • Le Lit à roulettes
  • Le Piano irrésistible
  • Une héroïne de quatre ans
1910
  • A Child's Sacrifice
1911
  • The Doll
  • The Violin Maker of Nuremberg
  • Rose of the Circus
  • The Cure
  • Five O'Clock Tea
  • His Mother's Hymn
  • The Little Rangers
  • Road Leads Home
  • Greater Love Hath no Man
1912
  • The Face at the Window
  • Making an American Citizen
  • A Fool and His Money
  • Harmonie en conserve
  • Phantom Paradise
  • The Blood Stain
  • Fra Diavolo
  • Micky's Pal
  • In the Year 2000
  • Child of the Tenements
  • Falling Leaves
  • Blighted Lives
  • Algie, the Miner
  • God Disposes
  • A Terrible Lesson
  • Mrs. Cranston's Jewels
  • For Love of the Flag
  • Mignon
  • Playing Tramps
  • The Girl in the Arm-Chair
  • The Detective's Dog
1913
  • Burstup Holmes
  • Burstup Holmes' Murder Case
  • Dick Whittington and his Cat
  • A House Divided
  • Matrimony's Speed Limit
  • The Pit and the Pendulum
  • A Terrible Night
  • The Little Hunchback
  • The Rogues of Paris
  • Shadows of the Moulin Rouge
 
The Lure, 1914
1914
  • The Tigress
  • The Lure
  • The Woman of Mystery
  • The Dream Woman
  • The Monster and the Girl
  • Beneath the Czar
1915
  • My Madonna
  • The Song of the Wage Slave
  • The Vampire
  • The Heart of a Painted Woman
1916
  • The Ocean Waif
  • What Will People Say?
1917
  • Behind the Mask
  • When You and I Were Young
  • House of Cards
  • A Man and the Woman
  • The Empress
  • The Adventurer
1918
  • The Great Adventure
1920
  • Tarnished Reputations
  • Vampire

Produerez

kemmañ
1912
  • Making an American Citizen
  • A Fool and His Money
  • The Sewer
  • Hubby Does the Washing
  • Tarnished Reputations
1913
  • Shadows of the Moulin Rouge
  • Matrimony's Speed Limit
  • A House Divided
  • Beasts of the Jungle
1914
  • The Woman of Mystery
1915
  • Barbara Frietchie
  • My Madonna
  • The Song of the Wage Slave
  • The Vampire
  • The Shooting of Dan McGrew
  • The Heart of a Painted Woman
1916
  • What Will People Say?

Senarioourez

kemmañ
1913
  • Shadows of the Moulin Rouge
  • Kelly from the Emerald Isle
  • Beasts of the Jungle
  • Dick Whittington and his Cat
1914
  • The Lure
  • The Woman of Mystery
  • The Dream Woman
  • Beneath the Czar
1915
  • My Madonna
1917
  • House of Cards
  • A Man and the Woman
  • The Empress

Levrlennadur

kemmañ
  • (fr) Guy, Alice. Autobiographie d'une pionnière du cinéma. Paris : Denoël, 1976 (ISBN 978-2-282-20244-0)
  • (fr) Bachy, Guy (1963). Alice Guy-Blaché 1873-1968– La première femme cinéaste du monde. Perpinyà : Institut Jean Vigo, 1993 (ISBN 978-2-906027-04-6)
  • (fr) Briselance, Marie-France & Morin, Jean-Claude. Grammaire du cinéma. Paris : Nouveau Monde, 2010 (ISBN 978-2-84736-458-3)
  • (fr) Chocron, Daniel. Alice Guy – Pionnière du cinéma. Paris : Le Jardin d'essai, 2013 (ISBN 978-2-911822-77-3)
  • (en) Dietrick, Janelle. Illuminating Moments – The Films of Alice Guy Blaché. Pennsauken, New Jersey : BookBaby, 2017 (ISBN 978-1-5439-0143-6)
  • (en) Fort Lee Film Commission. Fort Lee – Birthplace of the Motion Picture Industry. Charleston, South Carolina : Arcadia Publishing, 2006 (ISBN 978-0-7385-4501-1)Lenn en-linenn. Kavet : 27/04/2021.
  • (fr) Gaume, Emmanuelle. Alice Guy – La première femme cinéaste de l'Histoire. Paris : Plon, 2015 (ISBN 978-2-259-22785-8)
  • (fr) Le Bris, Véronique. 100 grands films de réalisatrices. Paris : Gründ, 2021 (ISBN 978-2-324-02614-0)
  • (en) McMahan, Alison. Alice Guy Blaché – Lost Visionary of the Cinema. London : Continuum, 2003 (ISBN 978-0-8264-5157-6)

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  •   Filmlennadur Alice Guy
  •   A Solax Celebration (1912)
  •   Be Natural: The Untold Story of Alice Guy-Blaché (2018)
  •   Kinnig Be Natural en SUA (2018)
  •   Alice Guy tourne une photoscène (1907)
  •   Madame a des envies (1906)
  •   Une femme collante (1906)

Notennoù

kemmañ
  1. (fr) 'Archives du Val-de-Marne'. Kavet : 27/04/2021.
  2. (fr) 'CNC'. Kavet : 27/04/2021.
  3. (fr) 'TV5 Monde, 20/05/2014.
  4. 4,0 4,1 ha4,2 (en) 'The New York Times, 26/04/2019. Kavet : 27/04/2021.
  5. Georges Sadoul : ''Histoire du cinéma mondial, des origines à nos jours, Flammarion, 1968, p. 59.
  6. (fr) Laurent Mannoni : La Machine cinéma – D Méliès à la 3D, Lienart, 2016, p. 34 (ISBN 978-2-35906-176-5)
  7. (en) 'La fée aux choux'.
  8. 8,0 ha8,1 Grammaire du cinéma
  9. Janelle Dietrick, 2017.
  10. Mannoni, 2016.
  11. (en) 'Internet Movie Database'. Kavet : 27/04/2021.
  12. Guy, 1976.
  13. 13,0 ha13,1 McMahan, 2003.
  14. 14,0 14,1 ha14,2 (en) 'Solax Company @ The Movie Studios. Kavet : 27/04/2021.
  15. Fort Lee, 2006.
  16. (en) 'IMDb'. Kavet : 27/04/2021.
  17. Bachy, 1993.
  18. (en) {{fr]] 'Find a Grave'. Kavet : 27/04/2021.
  19. (en) 'Directors Guild of America'. Kavet : 27/04/2021..
  20. (fr) 'Le Prix Alice Guy'. Kavet : 27/04/2021.
  21. (en) "IMDb". Kavet : 27/04/2021.
  22. (en) "IMDb". Kavet : 27/04/2021.
  23. (fr) "AlloCiné". Kavet : 27/04/2021.