Maria Anna Bavaria (1574-1616)
- Pennadoù Maria Anna Bavaria ha Maria Anna Aostria zo ivez.
Maria Anna von Bayern ( 1574 en München; 1616 en Graz) a oa ur briñsez eus Bavaria, deut da vezañ Arc'hdugez Aostria hag impalaerez goude. Mamm e oa d'an impalaer santel Ferdinant III.
Merc'h henañ dug Bavaria e oa Maria Anna. He zad e oa an dug Wilhelm V Bavaria (1548–1626) hag he mamm Renata von Lothringen (1544–1602).
Dimeziñ a reas d'an Arc'hdug Ferdinant, hag impalaerez e voe goude, pa voe anvet he fried da impalaer santel.
He bugale
kemmañSeizh bugel he doe:
- Christine (*/† 1601), Arc'hdugez Aostria
- Karl (*/† 1603), Arc'hdug Aostria
- Johann Karl (1605–1619), Arc'hdug Aostria
- Ferdinant III (1608–1657), Impalaer Santel, a zimezas teir gwech:
- e 1631 da María Ana Spagn (1606-1646), merc'h da Felipe III, roue Spagn.
- e 1648 da Maria Leopoldine von Österreich-Tirol
- e 1651 da Eleonora Maddalena Gonzaga-Nevers
- Maria Anna (1610–1665), Priñsez-Dilennerez Bavaria
- dimezet e 1635 da Vasimilian Iañ, dug Bavaria;
- Cäcilia Renata (1611–1644), rouanez Pologn
- dimezet e 1637 d'ar roue Władysław IV Wasa
- Leopold Wilhelm (1614–1662), gouarnour an Izelvroioù spagnol.
Goude he marv
kemmañMervel a reas da 42 vloaz. Addimeziñ a reas he fried impalaer d'ar briñsez italian Eleonora Gonzaga (1598–1655), met bugel ebet n'o doe.
Levrlennadur
kemmañ- Hellmut Andics: Die Frauen der Habsburger. Heyne, München 1997, ISBN 3-453-07034-8.
- Richard Reifenscheid: Die Habsburger in Lebensbildern. Piper, 2007, ISBN 978-3-492-24753-5