Maria Anna Aostria (1610-1665)
Ur pennad Maria Anna Aostria zo ivez.
Maria Anna Aostria, en alamaneg Maria Anna von Österreich, (Graz 1610-1665 München), merc'h da Ferdinant II an Impalaeriezh Santel ha da Maria Anna Bavaria (1574-1616), a oa arc'hdugez Aostria, ha dre he dimeziñ dugez ha dilennerez Bavaria.
Dimezet e voe d'hec'h eontr Masimilian Iañ (dug Bavaria), a oa 27 vloaz koshoc'h eviti.
Daou vab o doe :
- Ferdinand-Marie hag a renas war e lerc'h, hag a zimezas e 1652 da Adélaïde-Henriette de Savoie : tud-kuñv int d'ar roue gall Loeiz XV ;
- Masimilian-Fulup a zimezas en 1668, e Château-Thierry, da Mauricette-Fébronie, merc'h da Frédéric Maurice de La Tour d'Auvergne-Bouillon.